Preizhadeg Marseille
Preizhadeg Marseille a voe graet e-pad tri devezh, entre an 20 hag an 23 a viz Du 1423, gant soudarded Alfonso V, roue Aragon.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bec'h a oa savet etre Tiegezh Anjev-Sikilia ha Tiegezh Aragon da c'houzout gant piv ez afe kurunenn Rouantelezh Sikilia. Abaoe Gousperoù Sikilia edo enez Sikilia dindan Tiegezh Aragon, tra ma oa Tiegezh Anjev o ren e Rouantelezh Naplez.
D'ar 6 a viz Eost 1414 e varvas divugel ar roue Ladislas Naplez, un Hungarad a orin. E c'hoar Giovanna II (1373-1435) a renas neuze war e lerc'h, un intañvez pemp bloaz ha daou-ugent anezhi, bet dimezet da Wilhelm Aostria. Anavezet e voe he gwirioù war ar gurunenn gant ar pab Martin V ha kurunennet e voe d'ar 28 a viz Here 1419 gant Morosini, kannad ar pab.
Div gostezenn a oa e lez Naplez. Unan kaset gant Francisco Sforza, a-du gant Genova hag egile gant Giovanni Caracciolo, a-du gant Aragon. Gwidreoù Caracciolo a reas d'ar rouanez Giovanna II sevel a-enep d'ar pab Martín V. Ha setu kostezenn Genova da glask lakaat ar gurunenn war benn Loeiz III Naplez, mab da Loeiz II.
Ha setu Loeiz III o vont eus Genova ha Marseille gant galeoù da Naplez ma tegouezhas d'ar 15 a viz Eost 1420. Nec'het Giovanna II, ma c'houlennas skoazell digant Alfonso V d'Aragon. Hag an Aragonad o tegouezhout gant e listri, dirak kêr Naplez sezizet gant Loeiz III, hag eñ da ziac'hubiñ kêr diouzh gwask ar Provañsad. Met ne badas ket pell an emglev etre Giovanna II hag Alfonso V, rak an Aragonad n'en doa ket c'hoant da chom da c'hortoz ar gurunenn, met da gemer ar galloud. Ha Giovanna da advabañ Loeiz III, ha da neveziñ roidigezh ar rouantelezh a oa bet graet gwechall gant Giovanna Iañ da Loeiz Iañ. Diwar neuze e oa enebourien touet an daou gevezer, roue Aragon ha kont Provañs.
Neuze e klaskas ar pab Martin V hag ar c'hont Loeiz III pouezañ war Filippo Maria Visconti, dug Milano, evit ma kasfe ur morlu da arsailhañ kêr Naplez. Pa glevas Alfonso Aragon ar c'heloù, ha pa voe lavaret dezhañ edo roue Kastilha, e vreur-kaer, o prientiñ aloubiñ Aragon, e tivizas distreiñ da zifenn e rouantelezh en miz Here 1423. Dre ma ouie e oa peuzdizarmet kêr Marseille abaoe ma oa aet kalz a soudarded da vrezeliñ da Italia da-heul Loeiz III, e kavas dezhañ en doa kavet e dro d'ober droug bras d'e enebour tra ma oa aet da lec'h all.
Emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1423 edo Alfonso V o klask kemer kurunenn Rouantelezh Naplez, hogen trec'het e voe gant Louis III Anjev (1403-1434), ma rankas distreiñ da Aragon. War e hent d'e vro edo Alfonso gant e listri pa zivizas arsailhat kêr Marseille da gas an dorzh d'ar gêr d'e enebour Louis III, kont Anjev, Provañs, Maine, ha Roue Naplez, Aragon, Sikilia ha Jeruzalem. E-pad tri devezh e preizhatas hag e tangwallas Marseille.