Giovanna II

Eus Wikipedia
Giovanna II, rouanez Naplez
Giovanna II, rouanez Naplez

Giovanna II Anjev-Durazzo, pe Giovanna II Naplez (Zara, Kroatia, 1371 – Naplez, 1435), a oa merc'h d'ar roue Carlo III Anjev-Durazzo ha d'e bried Margherita Durazzo, ha kemer a reas kurunenn Naplez war-lerc'h he breur Ladislas Iañ, marvet dishêr. Ren a reas adal marv he breur e 1414, betek he marv-hi e 1435.

A-hend-all e kemere alies an titloù a rouanez Hungaria, Jeruszalem, Dalmatia, Kroatia, Rama, Serbia, Galizia, Lodomeria, Cumania, Bulgaria, ha kontez Provañs, Forcalquier ha Piemonte.

Pa varvas ez eas da get an Tiegezh Anjev-Durazzo. War he lerc'h e renas Renato Valois-Anjev pe 'Renato Iañ, breur d'ar pennhêr anvet gant ar rouanez, Luigi III, a varvas araozi. Luigi III hag e vreur Renato a oa eus an Tiegezh Valois-Anjev, hag a c'houlenne kurunenn Naplez abaoe 1380.

Eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1401, da 30 vloaz, e timezas e Vienna da Gwilherm Aostria, mab da Leopold III Habsburg, dug Stiria, ha da Viridis Visconti. Pemp bloaz goude e varvas Gwilherm, ha setu Giovanna intañvez divugel. Ha hi da gemer serc'heien. E 1414 e varvas he breur Ladislas Iañ, ha setu hi rouanez. Neuze e lakaas embann dre Europa e klaske ur pried.

A-benn ar fin e tibabas ur priñs gall, Jakez II Bourbon (1370 † 1438), evit kaout skoazell c'halloudus ar roue gall dirak tagadennoù enebourien a ziavaez, a Aragon pe Provañs. E 1415 e tegouezhas Jakez e Naplez. Dont a reas Jakez a-benn da bellaat serc'h e zanvez-pried, Pandolfo Alopo, da zimeziñ e miz Eost, da lazhañ Pandolfo, da ren war al lez gant harp kargidi deuet eus Bro-C'hall, ha da lakaat ar gurunenn war e benn, en desped d'ar rouanez. Met ne badas ket an emglev etre an daou bried, hag iriennañ a rae baroned ar rouantelezh. Gwarizius e veze ar roue, ha dibennañ a reas un toullad serc'heien all, ha bac'hañ ar rouanez. Divac'het e voe gant ar bobl.

E 1416 e voe un emsavadeg e Naplez, ha Jakez a rankas plegañ: kas e gargidi c'hall kuit ha dilezel ar gurunenn. E-keit-se e krogas Giovanna da zaremprediñ Sergianni Caracciolo, a greskas e c'halloud el lez. E 1419 e rankas Jakez mont war e giz da Vro-C'hall. Bugel ebet n'en devoa roet d'e wreg. Mont a reas da vanac'h ha mervel e 1438. E 1432 e voe lakaet Caracciolo d'ar marv war urzh Giovanna.

Bec'h gant ar pab[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diac'hubet Giovanna diouzh he fried, ma c'hallas lidañ he c'hurunidigezh d'an 19 a viz Here 1419 , evel rouanez nemeti rouantelezh Naplez, hag anvet Giovanna II.

Neuze e krogas ur marevezh all eus he ren, hag ar stourm hir etre hec'h hêred advabet. Kement-se zo dleet d'an darempredoù fall etre ar rouanez hag ar pab papa Martino V. Sujet e oa Rouantelezh Naplez d'an Iliz ha meur a wech o devoa bountet ar bibien o fri en aferioù ar Rouantelezh.

Goulenn a reas Martino V arc'hant digant Naplez evit adsevel e arme. Giovanna, iset gant Caracciolo, a nac'has reiñ gwenneien. Ma savas droug ennañ ha c'hoant kas an dorzh d'ar gêr. Ne voe ket diaes dezhañ kavout skoazell: kenkent en devoe sikour digant Luigi III Anjev, mab da gevezer Ladislao.

Fin he buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sioul e voe bloavezhioù diwezhañ he ren. Edo Luigi o c'hortoz ar gurunenn en e zouaroù e Dugelezh Calabria, met mervel a eure e 1434. Giovanna, deuet kozh, a anvas Renato, breur Luigi, da bennhêr. Mervel a reas Giovanna e Naplez d'an 2 a viz C'hwevrer 1435, en oad a 63 bloaz. Beziet e voe aen iliz Santa Annunziata. Hag echu e voe gant Tiegezh Anjev-Sikilia.