Mont d’an endalc’had

Pib-ilin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Practice set)
pib-ilin
Iskevrennad eusbinioù Kemmañ
Genidik aIwerzhon Kemmañ
Bro orinIwerzhon Kemmañ
Intangible cultural heritage statusRepresentative List of the Intangible Cultural Heritage of Humanity, Ireland’s National Inventory of Intangible Cultural Heritage Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://ich.unesco.org/en/RL/01264, https://ich.unesco.org/fr/RL/01264, https://ich.unesco.org/es/RL/01264, https://nationalinventoryich.chg.gov.ie/uilleann-piping/ Kemmañ
Hornbostel-Sachs classification422.122.2+422.221.1 Kemmañ

Ar pib-ilin a oa bet krouet da-heul lezennoù bet savet gant ar Saozon a-enep Iwerzhoniz. Savet e oa c'hoant dezho da skarzhañ, da vreinañ ar binioù bras. Evel-se o doa divizet difenn c'hwezhañ e-barzh ur benveg sonerezh, hag ouzhpenn da se o doa difennet seniñ er sav. Neuze o doa divizet Iwerzhoniz krouiñ ar benveg-se.

Istor ar benveg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e veze lakaet ar biniaouer a-gostez. Anat eo, dre liesegezh ar benveg, perak ez eo bet lesanvet « ograou iwerzhonat ».

Ur benvega orin brezelek e oa, a denne d'ur binioù c'hwezhet dre ar genoù. Ledet eo bet dre Europa ha testeniet en Iwerzhon, adalek an IXvet kantved. Dre ma oa un arouez soudardel ez eas diwar-wel er XVIIvet kantved gant aloubidigezh ar Saozon. Distreiñ a reas gant e stumm orin e penn-kentañ an XIXvet kantved. E keit-se, war-dro fin ar XVIIvetd ha penn-kentañ an XVIIIvet kantved en em zamgemmas ar binioù evit dont da vezañ ar pib-ilin, ur benveg dre c'hwezhiñ kaset en-dro gant an ilin (iwerzhoneg : uillin, tro-c'henidik uilleann, "eus an ilin") ; union pipes e oa e anv kentañ, sur a-walc'h abalamour ma son ar reizher tenor, an hini kentañ bet ouzhpennet d'ar benveg (un tamm a-raok 1790), a-unson gant al levriad (chanter e saozneg) ha n'eo ket abalamour da unvaniezh Iwerzhon gant Bro-Saoz e 1800, un displegadenn dre zichañs kontet betek re. Ar reizherioù all zo bet ouzhpennet e-kerzh an XIXvet kantved, ha W.H. Grattan Flood a ijinas e-kerzh e studi an anv uilleann pipes ("pib-ilin"), o krediñ evel-se adkavout an anv gwirion.

Ar mont en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou eizhved zo el levriad. Lod eus levriadoù ar pib-ilin a c'hell kaout betek 7 pe 8 alc'hwez evit seniñ hanter-donioù, ha peurvuiañ int kendoniet e Re (D concert set) pe a-wechoù e Do, Do#, Si, ha raloc'h e La (flat set). Al levriad a c'hell bezañ savet gant un alc'hwez anvet stop key a dalvez da stankañ an aer ha herzel outañ da dremen evit paouez ar son ha gellout kendoniañ ar c'hornioù-boud hep kaout son al levriad. Ar pib-ilin eo ar binioù nemetañ, gant ar small pipes, ma c'heller paouez son al levriad. Gant ar biniawoù all e vez sonet un ton (war al levriad) gant ar c'hornioù-boud hep gellet paouez ar son.

Megin ur pib-ilin

An aer a ya war-zu ar sac'h zo kaset gant sikour ur vegin, staget war an dargreiz ha war ar gigenn-daoubenn. Fiñv ar vrec'h hag an ilin a gas aer d'ar vegin.

Peurvuiañ e vez savet ar piboù-ilin gant tri c'horn-boud, toniet o-zri war un eizhved disheñvel, ar pezh a seblant dreistordinal peogwir e vez toniet peurvuiañ war ar bempenn hag an eizhved evit ar binioù boas. Bez' ez eus ivez binvioù savet gant pevar c'horn-boud, met an dra-se a chom ral a-walc'h. An oberour Alain Froment en deus savet binvioù gant ur c'horn-boud toniet war ar bempenn met deuet eo an ardremañs-se da vezañ implijet alies a-walc'h. Evit gellet en ober ec'h implij ar soner alc'hwezioù staliet war ar c'horn-boud o labour stankañ an aer kaset d'ar c'horn-boud, hag a-hend-all e laka anezhañ war e c'hlin gant al levriad en ur stankañ an holl doulloù aer a baouez ar son er mod-se.

E-kichen ar c'hornioù-boud emañ ar reizherioù, e-giz ul levriad gant alc'hwezioù, hag a vez implijet da heuliañ an ton pe da gendoniañ, pe e-unan, pe gant al lusk. An alc'hwezioù-se a vez kaset en-dro gant arzorn ar soner ; an niver ar reizherioù a c'hell bezañ etre unan ha pemp anezho. Ret eo teurel pled er sonerezh hengounel iwerzhonat d'an hañvaledigezh a zo etre ar fiddle (biolin) hag ar pib-ilin e-keñver doare da son (da skouer doare seniñ Kevin Burke ha Paddy Keenan e-barzh The Bothy Band). Ar soner pib-ilin a son ar memes notennoù hag ar fiddler gant e gerdin, an daou o seniñ a-unson.

Ar stummoù diseurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e vez gwelet piboù-ilin diglok, peurliesañ en abeg d’ar priz pe da zizampartiz ar soner(ez). Reizherezh ar c'hornioù-boud, ar reizherioù hag al levriad zo diaes da ober. Ouzhpenn evit a sell ouzh ar priz, e vez ret kontañ 1 500 € evit ur practice set, div wech muioc'h evit un half set ha teir gwech muioc'h evit ur full set.

Practice set
Practice Set

Practice set ("benveg-deskiñ") a vez graet eus ar benveg hep korn-boud na reizher ebet. C'hoarvezout a ra eus elfennoù diazez ar pib-ilin hepken : ul levriad, ur sac'h hag ur vegin.

Half set

An half set a c'hoarvez eus ar memes elfennoù hag ar practice set met gant kornoù-boud ouzhpenn. N'eus reizher ebet.

Full set

Ar benveg klok eo ar full set.

Sonerien vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Farderien (luderien)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]