Potala

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Potala

Palez Potala (པོ་ཏ་ལ Po ta la e tibeteg, 布达拉宫 bùdálā gōng e sinaeg) zo ur palez war un dorgenn e Lhasa, e Tibet. Meur a savadur zo ennañ e gwirionez, hag en o zouez ur "palez gwenn" hag ur "palez ruz". Ul lec'h a bouez e oa Potala evit melestradur Tibet hag ennañ e oa unanet ar galloud politikel hag ar galloud relijiel. Savet e voe gant ar 5vet dalai-lama, Lobsang Gyatso (1617-1682), ha lec'h-annez an holl re a zo deuet war e lerc'h eo bet, betek 1959, pa dec'has Tenzin Gyatso, ar 14vet dalai-lama da India.

Bremañ ez eo deuet da vezañ ur mirdi hag ul lodenn eus "glad broadel" Republik Pobl Sina eo abaoe 1961. Lakaet eo bet war roll lec'hiennoù Glad ar Bed, abaoe 1994.

Trizek estaj zo gant ar palez hag en XIXvet kantved e oa unan eus savadurioù uhelañ ar bed.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.