Mont d’an endalc’had

Porth reb Tor

Eus Wikipedia
Porth reb Tor
Carbis Bay

An draezhenn ha Leti Carbis Bay a-dreñv dezhi
Poblañs 3 482 
Civil parish Porth Ia
Unitary authority Kernev-Veur
Ceremonial county Kernev-Veur
Rannvro
Bro Kernev-Veur
Riez Rouantelezh-Unanet
Polis  
Pomperien  
Karr-klañvdi  
Parlamant Europa
List of places
United Kingdom

Porth reb Tor ("Ouf e-kichen an Dorgenn" e kerneveureg), pe Carbis Bay e saozneg, zo ur gêr gouronkañ hag ur gêriadenn (anvet Karrbons, "chaoser") e Kernev-Veur. Ur miltir er gevred da b-Porth Ia emañ, war aod kornôg St-Ives Bay pe Cammas an Tewyn, da lavaret eo "Bae an Tevennoù".

E miz Genver 2021 e voe embannet e vo e Porth reb Tor 47vet emvod-uhel ar G7 e miz Even 2021[1],[2].

E parrez keodedel Porth Ia emañ Porth reb Tor, asambles gant Lannanta ha Trehals. Hervez niveradeg 2001 e oa 3 482 annezad e Porth reb Tor ha Lannanta war un dro[3]. Lannanta, Porth reb Tor ha Porth Ia zo kevreet an eil gant eben gant an hent A3074. Un ti-gar zo ivez, unan eus ar pemp a zo war linenn Bae Porth Ia.

Savadurioù a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez ez eus un iliz gouestlet da Sant Anta hag an holl sent, ur skol, ul leti dirak an aod savet e 1894 gant Silvanus Trevail, un tisaver kerneveuriat brudet, hag ur monumant da John Knill, maer Porth Ia er XVIIIvet kantved.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]