Pornografiezh deepfake
Neuz
pornografiezh deepfake
| Iskevrennad eus | deepfake, Pornografiezh, digital abuse, cybersex trafficking, generative AI pornography |
|---|---|
| Implij | pornografiezh digoll |
| Present in work | Deepfake Porn: Could You Be Next? |
| A implij | video manipulation |
| Enebet ouzh | generative AI pornography |
Pornografiezh deepfake (saozneg: Deepfake pornography), pe pornografiezh faos, a vez graet eus un doare pornografiezh sintetek krouet a-ziwar pornografiezh gwirion met kemmet an dremmoù dre implij teknologiezh deepfake. Implij ar bornografiezh deepfake a zo orin kudennoù ha gwallreuzioù lies rak krouet hag eskemmet e vez dafar pornografek a seblant gwirion met gant tud n'o deus ket roet o asant. Alies an dud tizhet a zo maouezed brudet. A-wechoù e vez implijet ar bornografiezh deepfake evel pornografiezh digoll. Strivoù a vez graet evit stourm a-enep an implij graet eus an teknologiezhoù-se gant diskoulmoù etik.