Spoue
Neuz
(Adkaset eus Porifera)
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Porifera | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar spoue eo al loened divellkeinek a ya d'ober ar skourrad Porifera. Bevañ a reont en dour (er mor evit an darn vrasañ anezho) a silont evit en em vagañ.
Meur a stumm zo gant ar spoue met an holl anezho a chom stag ouzh un diaz kalet bennak.
korfadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou wiskad kelligoù, etrezo un danvez jel-heñvel, a ya d'ober anezho :
- Ar gwiskad diavaez (ar pinakoderm) a c'hoarvez eus kelligoù plat (ar pinakokit) a laosk plas amañ a-hont d'an toulligoù hag o deus ur roll en eskemmoù etre ar spoueenn hag hec'h endro.
- Meur a gellig disheñvel zo en danvez etre-gwiskad, en o zouez ar spikulennoù kalkek pe silikek a ya d'ober un astez skeledenn.
- Ar gwiskad diabarzh zo kelligoù ispisial ennañ (ar c'hoanokit) a zo o roll krouiñ ur red-dour er gavenn (lodenn ziabarzh ar spoueenn) a-benn pourchas boued d'an organeg.
Tremen a ra an dour dre an toulligoù hag elfennoù magus a chom stag ouzh ar brec'hioù tro-dro da skourjez ar c'hoanokit. Skarzhet e vez an dour dre an oskulom.
Kevrennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]3 c'hevrennad spoue a zo.
- spoue silikek :
- spoue kalkek :