Pont an Harteloire
Neuz
Pont an Harteloire zo ur pont e Brest war ar stêr Penfell, 634 metr hir. Kroget e voe d'e sevel e 1948 ha digoret e voe ent-ofisiel e 1951. Anvet e oa pont an ospital da gentañ. En argrec'h da pont Rekourañs emañ, e lec'h ma oa gwechall pont treuzvourzhañ ar morlu gall hag a voe distrujet e 1944.