Pompeu Fabra

Eus Wikipedia
Pompeu Fabra, 1930

Pompeu Fabra i Poch, ganet e Gràcia (e Barcelona) d'an 20 a viz C'hwevrer 1868, ha marvet e Prada (Pireneoù) d'ar 25 a viz Kerzu 1948, a oa ur yezhadurour hag en deus lakaet dre skrid reolennoù ar c'hatalaneg a-vremañ.

Pa oa Pompeu Fabra o studiañ an ijinouriezh e oa krog da vezañ dedennet gant ar filologiezh. E 1891 e voe embannet e Ensayo de gramática de catalán moderno (Skrid-arnod yezhadur ar c'hatalaneg a-vremañ) gant an ti-embann L'avenç. Ennañ e tiskrive, evit ar wech kentañ, hag en un doare skiantel, ar c'hatalaneg, treuzkrivet en ur fonetik resis. Gant Jaume Massó i Torrents ha Joaquim Casas i Carbó e reas un eil studiadenn war ar yezh er gelaouenn L'Avenç. Evit ar wech kentañ e veze klasket reizhata ar yezh en un doare skiantel. Tabut bras a voe savet gant ar skrid-arnod -se, hag a roio skouer da normalizdur ar yezh. E 1902 e voe degemeret da studiañ ar gimiezh e skol an ijinouriezh e Bilbao, lec'h ma chomas betek 1912. Gouestlañ a raio kalz eus e amzer d'ar filologiezh.

E 1906 e kemeras perzh e Kentañ Kendalc'h Etrevroadel ar C'hatalaneg, lec'h ma tiskouezas e Qüestions d'ortografia catalana (Goulennoù diwar-benn ar reizhskrivañ katalanek). Brudet e krogas e vennozhioù da vezañ, kement ma voe goulennet digantañ, gant Enric Prat de la Riba, krouer an Institut d'Estudis Catalans, e 1907, ober war-dro renerezh normalaat ar yezh. Distreiñ a reas neuze da Gatalonia, ha anvet e voe da grouer Kevrenn filologiezh an Institut d'Estudis Catalans e 1911. E 1912 e embannas ul levr yezhadur katalanek, hag ur bloaz goude e lakaas war-wel an Normes ortogràfiques (Reolennoù ar reizhskrivañ), hag a groue ur wech all kalz a tabutoù. Unan eus ar reolennoù reizhadur pouezusañ lakaet war-wel gant Fabra a oa an distagadurioù disheñvel hervez ar rannvroioù, hag etimologiezh ar gerioù. An Diccionari Ortogràfic (Geriadur ar reizhadur) (1917) a roas ar reolennoù diwezhañ.

Monumant Pompeu Fabra e Badalona

Adalek 1918, gant embann ar Gramàtica catalana (Yezhadur katalanek), deuet da vezañ ar yezhadur ofisiel, e krogas ul lankad a gendalc'ho betek 1932 gant embannadur ar Diccionari general de la llengua catalana (Geriadur hollek ar c'hatalaneg). Embannet e voe er memes bloavezh ar Curs mitjà de gramàtica catalana (kentelioù-krenn yezhadur katalanek), da vezañ studiet er skolioù, hag adembannet e 1968, dindan an anv Introducció a la gramàtica catalana (digoradur d'ar yezhadur katalanek). Hag e 1924 e embannas Converses filològiques (enweloù filologiezh), pennadoù berr a ziskoueze diaesterioù brudetañ ar yezh. E 1932, gant kemer-perzh Fabra er gador-gelenn, e voe kroget da studiañ ar c'hatalaneg e Skol-Veur Barcelona. Geriadur 1932, lesanvet "Fabra", a voe ur skouer evit geriadur Ofisiel an Institut d'Estudis Catalans. Ennañ e voe kavet : 1. Dilez ar c'hozhijennoù hag ar rannyezhoù. 2. Lakaat a-gostez ar gerioù hag a veze dilezet. 3. Lakaat a-gostez ar gerioù estren, pe tennet eus yezhoù all, evit krouiñ gerioù katalanek nevez. 4. Implij gerioù teknikel, lakaet e katalaneg gant ur wrizienn a orin gresian pe latin. Pompeu Fabra a yeas da vevañ da Vro-C'hall d'an 31 a viz Genver 1939, kregiñ a reas ur veaj vras er vro, e Pariz, Montpelhier, Perpignan ha Prada, lec'h ma varvas d'ar 25 a viz Kerzu 1948. E-pad bloavezhioù diwezhañ e vuhez e kendalc'has da labourat war ur yezhadur, hag a voe embannet e 1956 gant Joan Coromines. Roet eo bet e anv d'ur skol-veur e Barcelona.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]