Enric Prat de la Riba

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Poltred Enric Prat de la Riba,
gant Josep Gallés

Enric Prat de la Riba i Sarrà (29 a viz Du 1870 e Castellterçol – 1 a viz Eost 1917 e Castellterçol) a oa ur politiker, gwiraour ha skrivagner katalan.

Ezel e oa eus ar "Centre Escolar Catalanista", ur strollad tud a embannas unan eus kentañ termenadurioù ar vroadelouriezh katalan. Skrivañ a reas La Nacionalitat Catalana, ul levr a c’houlenne muioc’h a emrenerezh evit Katalonia. E 1907 e teuas da vezañ kentañ prezidant an Institut d'Estudis Catalans. Bez' e voe kentañ prezidant ar "Mancomunitat de Catalunya", adalek ar 6 a viz Ebrel 1914, ha chom a reas er garg-se betek e varv e 1917.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.