Mont d’an endalc’had

Poltred an dugez Ekaterina Alekseevna Vasiltchikova

Eus Wikipedia
Dugez Ekaterina Alekseevna Vasiltchikova, 1867.

"Poltred an dugez Ekaterina Alekseevna Vasiltchikova" a zo ur poltred gant al livour rus Ivan Kramskoy, savet e 1867.

Ekaterina Alekseevna Tcherkasskaya (1825-1888), gwreg an dug Vladimir Aleksandrovitch Tcherkasskiy, a oa merc'h da Aleksey Vasilievitch Vasiltchikov hag e wreg, Aleksandra Ivanovna Vasiltchikova, née Arc'harova. O familh a oa eus an noblañs. Unan eus gwragez an tsar Ivan IV, Anna Vasiltchikova, aet da leanez e-tro 1576-1577, a oa eus ar familh-se ivez.

Ivan Kramskoy en doa savet pevar foltred evit ar familh e 1867 - unan eus Illarion Vasilievitch Vasiltchikov (1776-1847), daou all eus e vibien Illarion Illarionovitch Vasiltchikov (1805-1862) ha Viktor Illarionovitch Vasiltchikov (1820-1878), hag unan eus Ekaterina Alekseevna.

Evit tresañ daou boltred d'an nebeutañ e oa implijet fotoioù an duged, ha marteze e mod-se e oa savet hini Ekaterina Alekseevna. E 1867 e oa 42 vloaz, met ar vaouez er poltred a zo yaouankoc'h.