Polisperc'hon

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Polisperc'hon (Πολυσπέρχων/ Polyspérkhôn) a oa ur jeneral makedoniat dindan Alesant Veur.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Polisperc'hon en Epiros e Tymphaia. Mab e oa da Simmias. Soudard e oa e falanks Fulup II Makedonia.

Kalonek e oa en emgann, prim e deod ivez, ma tisplijas d'an alouber meur ha bac'het e voe gantañ e-pad un toullad mizioù. E -324 e tistroas gant Krateros hag ar soudarded kozh da Vakedonia. Kamarad e oa da Antipater, hag e -319 e renas war e lerc'h e Makedonia. O frankiz a zaskoras da geodedoù Hellaz, met enebet outañ e oa an diadoked ha Kassandros Makedonia gwashoc'h evit ar re all: hennezh a oa mab da Antipater, hag emglev en doa graet gant Ptolemaios I, ha taolet e voe Polisperc'hon e-maez Rouantelezh Makedonia. Neuze ez eas da Etolia.

Pa zistroas da Vakedonia eus Indez , gant Krateros, e saveteas Antipater a oa gronnet e arme e Lamia. Dont a reas da vezañ mignon da Antipater ha karget e voe da adkemer Tessalia digant an Etolianed.