Pok ar marv

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pok Judaz, Giotto

Pok ar marv, pe Pok Judaz, zo ur gomz pe un droienn a ra anv eus ur merk a vignoniezh etre daou zen hag a ziskouez ez eus unan anezho o vont da ober droug d'egile e gwirionez.

Dont a ra an droienn eus ar pok roet gant Judaz Iskariot da Jezuz Krist evit diskouez d'ar soudarded piv e oa an den o devoa da herzel, arouez e drubarderezh.

Judaz, gant ur pok eo e roez Mab an Den? Aviel Lukaz, 22, 48.

Er mafia e vez roet pok ar marv d'un den da gemenn dezhañ e vo lazhet a-barzh nemeur.

Pok Judaz el liverezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]