Pleg-mor Riga

Eus Wikipedia
Pleg-mor Riga

Pleg-mor Riga (pe Pleg-mor Rīga, Rīgas Jūras līcis e latveg, Liivi Laht en estoneg) zo ur bae bras er Mor Baltel etre Latvia hag Estonia.

War-dro 18 000 km² eo gorread Pleg-mor Riga, ha 54 m eo e zonder brasañ. Gant enez Saaremaa eo dispartiet ar pleg-mor diouzh ar peurrest eus ar Mor Baltel.

Riga ha Pärnu eo ar c’hêrioù brasañ zo en-dro d’ar bae.