Mont d’an endalc’had

Plaver (nijerez)

Eus Wikipedia
plaver
klasad nijerezioù
Iskevrennad eusfixed-wing aircraft, unpowered aircraft Kemmañ
Implijgliding Kemmañ
Military designationVL, VG Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from gliders Kemmañ

Ur plaver a vez graet eus un nijerez gant divaskell stag hag oc'h implij nerzh ar reaktadur etre an aer ha gorre an nijerezh evit fiñval en un nij dieub ha n'eo ket gant nerzh ur c'heflusker. Darn ar blaverien n'int ket savet gant ur c'heflusker, memes ma vez ul lod anezho ar blaverien-kefluskek hag a zo dafaret gant kefluskerioù bihan evit reiñ an tu dezho da gaout un hent hiroc'h. E-leizh a zoareoù plaverioù a vez kavet hervez an doare ma 'z eo bet savet an askellioù, an efedusted aerodinamek, lec'hiadur ar sturier, an doare sturiañ hag ar c'hefridi a vez gant ar plaver. An darn vrasañ anezho a implij darvoudennoù meteorologel evit kenderc'hel da nijal. Ar plaverioù a vez implijet dreist-holl evit sportoù aer pe evit plavañ evel dudi. Lod nijerezioù egorel a zo bet savet evit disken evel ma ra ar plaverioù hag a-raok e oa bet implijet ar plaverioù evel karbed-kas dreist-holl e-kerzh an Eil Brezel-bed. Kavet e vez ivez stummoù heñvel pe damheñvel evel c'hoarioù hag ar re-se a c'hell bezañ savet evel ar c'hirri-nij paper.