Mont d’an endalc’had

Plataforma per la Unitat d'Acció

Eus Wikipedia

Ar Plataforma per la Unitat d'Acció ("Kensavenn evit an Ober Unvan") a oa ul luskad disrannour katalanek krouet e 1995 gant tud eus meur a oazadur hag ez-izili eus AUP hag a save e-enep an tostadur etre an AUP hag ERC ha tud all o tont eus Catalunya Lliure ("Katalonia Dieub").

Mont kalz war gresk e reas er bloavezhioù da c'houde dre sevel aozazurioù lec'hel ma stourme enne tud yaouank dreist-holl war tachenn sokial evel an aloubiñ tiez na chome den ebet enne. Poeuezet e veze kalz war ar fed ma rank kas war-raok ar stourm a-wel d'an holl er straedoù ha dre ma veze kriz a-walc'h o doiareoù ober e oa bet kaset d'an toull-bac'h meur a ezel.

E 2000 e tivizas an aozadur e oa ret kemmañ an doare-ober diazezet war ar fed ma talveze dreist-holl da genurzhiañ meur a aozadur bihan lec'hel evit dont da vezañ un aozadur solutoc'h ha stabiloc'h. En em divodañ a reas neuze ha krouet e oa bet war e lerc'h dissolent-se per Endavant ("War-raok").