Plantkelt
Neuz
Plantkelt zo un diaz titouroù teiryezhek (brezhoneg, saozneg, galleg) ma kaver anvioù linneek hag anvioù boutin keltiek. Frouezh kenlabour 3 arbennigour e-pad 21 bloaz eo. Aznevezet ha pinvidikaet e vez dibaouez. Tu zo da gavout ennañ e Kerzu 2008 :
- muioc'h ha 72 000 dave-anv-plant e 13 yezh keltiek, tost da 40 000 anv brezhonek en o zouez.
- muioc'h a 5 000 aozer e louzawouriezh zo displeget.
- evit pep seurtad e kaver e ingaladur gouez hag e heñvelsteriadurezh (d. s. 320 anv heñvelster evit Quercus Robur) - an anvioù boutin brezhonek zo bet adskrivet e brezhoneg a-vremañ. An anvioù amresis a vez displeget ha dibunet roll ar seurtadoù a denn dezho. - menegoù al levra a red a-hed 1.200 vloaz. - tu a zo da bep hini sevel enklaskoù en ur implij betek 8 elfenn.