Mont d’an endalc’had

Pladenn Nebra

Eus Wikipedia
Kantenn Nebra
Kantenn Nebra
Klezier arem kavet war an hevelep tachenn.
Kinkladurioù arem kavet war an hevelep tachenn

Pladenn Nebra, pe : pladenn neñvel Nebra zo ur gantenn arem a zo war-dro 32 cm he zreuzkiz.

Goloet eo gant ur verglenn c'hlas hag arouezioù aour : gwelet e vez da skouer ar pezh a seblant bezañ an heol pe al loar en he c'hann, ul loargresk ha stered (ar Pleiadezed sur a-walc'h).

Taolennadur koshañ bolz an oabl e vefe pladenn Nebra.

Dizouaret eo bet ar bladenn e miz Gouere 1999 e Nebra e Saks-Anhalt (Alamagn). Eus -1600 kent JK e vije, da lavaret eo oadvezh an Arem (etre henoadvezh an Arem ha krennoadvezh an Arem).

Miret eo e mirdi rannvroel ar ragistor Halle (Saks-Anhalt).

Dizoloadenn hag amzeriadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizoloet eo bet ar bladenn, a-gevret gant traoù all, gant furcherien guzh. Adkavet eo bet war-lerc'h en ur marc'had etrebroadel a hendraoù.

Er penn kentañ e soñje da henoniourien a zo e oa bet graet gant ur falser bennak, ar pezh a voe dislavaret gant ar c'harbon-14. Dizoloet e voe ivez e teue an arem eus gwazhennoù Alpoù Aostria a servije e-pad oadvezh an arem.

Mod all e voe adkavet klezeier ha kelc'hioù-brec'h eus an oadvezh-se. A-drugarez dezho e voe posupl brasjediñ pe oad e oa.

Istor kantenn Nebra

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar frantad a c'heller merzout e savidigezh ar bladenn :

1. Er penn kentañ e oa al loargann (pe an heol (?); a-gleiz), al loargresk (a-zehou). A-us dezho e weler steredeg ar Pleiadezed.
2. War-lerc'h e voe ouzhpennet div wareg aour, a-gleiz hag a-zehou. 82° eo ment ar gwaregoù, ar pezh a ziskouezfe splann ar c'horn etre lec'hiadur ar c'huzh-heol da vare goursavioù-heol an hañv hag ar goañv e led al lec'h (51° N).
3. Ouzhpennet e voe al lestr-heol erfin (en diaz).
4. Hiziv an deiz : war an tu kleiz e vank gwareg an dremmwel.

Displegadenn skiantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-drugarez da zizoloadenn ar bladenn e c'hellomp anavezout spisoc'h gouiziegezh steredoniel anEuropeaned en oadvezh an arem.


Goursav-heol an hañv : lec'hiadur ar c'huzh-heol (a-dreñv menez Brocken).

Deroù an nevezamzer (hag an diskaramzer) : lec'hiadur an heol (41° a-zehou dezhañ emañ menez Brocken).

Goursav-heol ar goañv : lec'hiadur ar c'huzh-heol (82° a-zehou dezhañ emañ Menez Brocken).

Pouezus e oa ar ouiziegezh-se evit an haderezh : ambroug a ra ar Pleiadezed al loar nevez a-us an dremmwel d'an 10 a viz Meurzh (an haderezh) ha d'ar 17 a viz Here (fin an eost (?)).

Hervez Rahlf Hansen, steredoniour e planetariom Hamburg, e servije ar bladenn ivez da jediñ padelezh ar bloaz.

Un dalvoudegezh relijiel he dije bet ar bladenn ivez (lestr-heol).

Gouiziekoc'h e oa steredoniourien Europa ar mare-se eget ar pezh a veze kredet betek-henn eta. Ret e oa gortoz ur skrid babilonian ar VIvet kantved evit kaout un diskouezadur ken splann.