Pléiade

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Jean Dorat, tad ar Pléiade.

Ar Pléiade zo ur bodad seizh barzh gall er XVIvet kantved, hag en o zouez Pierre de Ronsard ha Joachim du Bellay.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus ur strollad seizh barzh en Aleksandria, en Egipt an IIIe kantved kent JK, anvet diwar anv steredeg ar Yarig, pe Pleiades, anv deuet diwar ar seizh c'hoar, merc'hed d'an nimfenn Pleione.

An dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn Pierre de Ronsard e oa Joachim du Bellay, Jacques Peletier du Mans, Rémy Belleau, Antoine de Baïf, Pontus de Tyard hag Étienne Jodelle.
Pa varvas Jacques Peletier du Mans e voe lakaet Jean Dorat en e lec'h, ha kontet e veze barzhed all ivez evel Guillaume des Autels ha Nicolas Denisot en o zouez.