Mont d’an endalc’had

Piroklastek

Eus Wikipedia

Talvezout a ra ar ger piroklastek kement ha "dispennet gant an tan" e gresianeg. Implijet e vez ar ger-mañ evit komz eus maen-poeñs, ludu, mein a bep seurt a vez tufet gant ur menez-tan. Komzet e vez eus "danvez piroklastek" pe "lastez piroklastek" pe c'hoazh eus "atredoù piroklastek". Gallout a ra an danvezioù piroklastek deverañ pe disac'hañ diwar ur menez-tan pa vez kalz a c'hlav pe a erc'h ouzh e dor. Deveradennoù piroklastek a lavarer, pe c'hoazh pa vez ur fankigell anezhe, e reer lahar anezhe. Aezhennoù tomm a vez eztaolet diouzh toull-diskarg ar menezioù-tan ivez ha c'hell disac'hañ ouzh torioù ar menezioù mesk-ha mesk gant ludu berv en ur c'h-koabrenn loskus pe nuée ardente. Gallout a ra an deveradennoù-se mont betek 160 km/eur hag an temperadur tapout 500 °C. Menezioù-tan anvet pikern-ludu pe kemmesk a vez savet gant danvezioù piroklastek.

Gwelout Merapi, da skouer.