Pirates of the Caribbean (heuliad filmoù)
Rann eus | Pirates of the Caribbean ![]() |
---|---|
Titl | Pirates of the Caribbean ![]() |
Labour da-heul | Pirates of the Caribbean, Pirates of the Caribbean – Battle for the Sunken Treasure ![]() |
Tachenn | action comedy film, pirate film, fantasy comedy film, swashbuckler film, film avantur ![]() |
Bro orin | Stadoù-Unanet ![]() |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg ![]() |
Deiziad embann | 2003 ![]() |
Darvoud-alc'hwez | première ![]() |
Sevener | Gore Verbinski ![]() |
Senarioour | Terry Rossio ![]() |
Komedianeta | Johnny Depp ![]() |
Sonaozer | Hans Zimmer ![]() |
Produer | Jerry Bruckheimer ![]() |
Embregerezh produiñ | Walt Disney Pictures ![]() |
Dasparzher | Walt Disney Studios Motion Pictures ![]() |
Awenet gant | Pirates of the Caribbean ![]() |
Liv | liv ![]() |
Hollved faltaziek | Pirates of the Caribbean universe ![]() |
Roll an tudennoù | list of Pirates of the Caribbean characters ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://pirates.disney.com ![]() |
Media franchise | Pirates of the Caribbean ![]() |

Pirates of the Caribbean (Morlaeron ar C'harib) zo un heuliad filmoù moliac'h war ar morlaerezh produet gant Jerry Bruckheimer ha Walt Disney Pictures. Ar pemp film anezhi a oa troet etre 2003 ha 2017. Direktourien an heuliad a zo Gore Verbinski (1–3), Rob Marshall (4), ha Joachim Rønning hag Espen Sandberg (5). Kontañ a ra troioù-kaer ar c'habiten Jack Sparrow c'hoariet gant Johnny Depp.
An tudennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jack Sparrow : Johnny Depp (en holl bennadoù)
- William Turner : Orlando Bloom (er pennadoù 1, 2, 3 ha 5)
- Elizabeth Swann : Keira Knightley (er pennadoù 1, 2, 3 ha 5)
- Hector Barbossa : Geoffrey Rush (en holl bennadoù)
- Joshamee Gibbs : Kevin McNally (en holl bennadoù)
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]The Curse of the Black Pearl (Mallozh ar Black Pearl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Elizabeth, merc'h ar gouarnour Swann, zo prometet d'ar c'hommodore James Norrington. Met sodiñ a ra he fenn gant ur gov, William Turner e anv, hag a oa saveteet ganti pa oa bihan, ha kuzhet ganto o daou diwar neuze e oa eñ mab ur morlaer. Pa eo taget Port-Royal gant morlaeron Hector Barbossa eo skrapet Elizabeth ha kaset e-bourzh al lestr Black Pearl. Mont a ra William Turner d'he c'hlask gant sikour ur morlaer all, ar c'habiten Jack Sparrow...
Dead Man's Chest
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Harzet eo Will hag Elizabeth gant Lord Cutler Beckett eus an East India Trading Company peogwir o deus sikouret ar c'habiten Jack Sparrow da skarzañ kuit er film diwezhañ. Chom a reont dieub avat, rak e asantit digant Beckett kerc'hat kompas Jack e sell da gavout an Dead Man's Chest. Rak ar c'hompas-mañ ne ziskouez ket an norzh, ar pezh a fell d'unan bennak ar muiañ er bed ne lavaran ket. En eskemm d'e gompas, Jack a ginnig da Will kavout koufr Davy Jones, kabiten ar Flying Dutchman, ul lestr tasmant.