Pijama
Neuz

Ar pijama zo un dilhad-noz a wisker evit kousket. Peurliesañ eo daou dra : bragoù hag un ticheurt, gant milginoù hir pe verr. Evit ar vugale hag ar babigoù e c'hall bezañ en ur pezh. Graet e vez en un danvez dous evel kotoñs, pilou, flanell, seiz.
Warnañ e c'haller lakaat ur sae-gambr pa'z emeur er-maez eus ar gwele.
Ar ger a zeu eus ar perseg pāy-jāma dre an ourdoueg (memes ger).
Ur boas e teuas da vezañ gant ar baotred en Europa ha Norzhamerika da lakaat ur pijama evit kousket adalek ar bloavezhioù 1870.[1] Bremañ a c'hall bezañ lakaet gant an holl : bugale, paotred ha merc'hed.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lewis, Ivor. 1991. Sahibs, Nabobs and Boxwallahs: A Dictionary of Words of Anglo-India. Oxford: Oxford University Press. 266 pajenn. (ISBN 0-19-564223-6). "They were introduced in England as lounging attire in the 17th century but soon went out of fashion. About 1870 they reappeared in the Western world as sleeping attire for men, after returning British colonials brought (them) back ...."