Phaedra's Love
Neuz
Phaedra's Love (brezhoneg : Karantez Faidra) a zo ur pezh-c'hoari saoznek bet skrivet gant Sarah Kane e 1996. Ur stumm modernaet eus Phaedra gant Seneca eo. C'hoariet e voe da gentañ er Gate Theatre e Londrez, ha leuriennet gant Sarah Kane. Er pezh ez eus kaoz eus natur c'harv ar garantez, eus an darempredoù sokial hag eus netraelouriezh dre un istor karantez etre ur rouanez hag he mab-kaer.
Hippolytos eo en deus ar perzh brasañ er pezh, padal ez eo Faidra er pezh-c'hoari orin. Disheñvel eo ivez diouzh ar c'hoariva klasel peogwir e kinnig pennadoù feuls war al leurenn, ha n'eo ket en diavaez. Hervez Sarah Kane e oa Phaedra's Love "he c'homedienn".
|