Pfirt
Neuz

Pfirt (Ferrette e galleg) zo ur gumun ha pennlec'h kanton Pfirt en kreisteiz Elzas, e departamant Haut-Rhin ha rannvro naturel Sundgau.
Albert II, priñs Monako, a zo kont Ferrette ivez.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- dismantroù ar c'hastell, rummet monumant istorel,
- iliz katolik Saint-Bernard-de-Menthon, rummet monumant istorel,
- ti-kêr, rummet monumant istorel,
- ar "gorge aux Loups" hag ar "grotte des Nains".
Tud liammet ouzh ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Henri-Ferdinand Lamartelière (1761-1830), ganet dindan an anv Jean Henri Ferdinand Schwingdenhammer, dramaour ganet d'an 22 straed ar C'hastel e Pfirt.
- Roger Kempf (1927-2014), skrivagner, prederour ha germanegour.
- Comte de Ferrette[1] a zo unan eus titloù niverus priñs souveren Monako.
- ar barzh breton Eugène Guillevic (1907-1997) a tremenas e yaouankiz e Pfirt, straed ar C'hastel, etre 1919 ha 1935.
-
Plakenn ti genidik Jean Henri Ferdinand Schwingdenhammer.
-
Ti Dimière des Mazarin hag ar Grimaldi, konted Ferrette.
-
Plakenn e koun Guillevic.
Pfirt er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En romant Anne of Geierstein skrivet e 1829 gant ar Skosad Walter Scott e c'hoarvez ul lodenn eus an istor e kastel Pfirt, lec'h m'emañ Peter von Hagenbach hag a ra kement ha dorfedoù m'eo barnet da vezañ dibennet[2]
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Lec'hienn an ti-kêr