Pesked (steredeg)
Ar Pesked (Pisces, berraet e Psc) zo ur steredeg eus ar zodiak. Liester ar ger pesk eo e anv latin, hag eo e arouez. Emañ etre ar Skuilher-dour er c'hornôg hag ar Tourz er reter. Kroaziañ a ra an ekliptik ar keheder an neñv e-barzh ar steredeg-se hag er Werc'hez.
Perzhioù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gedez an nevezamzer a vez lec'hiet er Pesked da gustum, pell e su ω Psc, hag, abalamour d'ar presesiad, e tilec'h goustadik dindan pesk ar c'hornôg trema Skuilher-dour.
Emañ Steredenn Van Maanen, dezhi 12,36 meurez, er steredeg-mañ.
Er Pesked ez eus ur c'halaksienn hag a gaver e-barzh katalog Charles Messier. Anvet eo bet ar c'halaksienn-se Messier 74.
Mitologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Taolennet e vez ar steredeg-se dindan stumm daou besk, ereet gant ur gordenn hir er memes lec'h war-bouez o lost. Koulskoude an ereoù a c'hall bezañ gwelet evel korf tud neudennheñvel (Ar "pesked" a vefe o fenn neuze). E danevelloù eus mitologiezh koshañ Henc'hres ez int gwelet evel daou zen ereet en ul lec'h, ha ne veze sellet nemet ouzh Piscis Austrinus evel ur pesk.
Hervez ur vojenn eus Henc'hres, ar Pesked a daolenn ar pesked a zeuas Afrodite hag he mab Eros da vezañ abalamour da dec'hout rak an doue Tifon. Ereet int gant ur gordenn war-bouez o lost, kuit ma tiankfe unan anezhe[1]. Lod a lavare ivez e oant bet lakaet en neñv en enor eus an taol harozek o doa kaset da benn o skoazell Afrodite hag Eros diouzh Tifon er ster Eufratez.
Traoù oabl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ andoret ar c'halaksienn M74 hag ar c'houblad galaksioù en etregwered NGC 520.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ian Ridpath ha Wil Tirion (2007). Stars and Planets Guide, Collins, London. ISBN 978-0027251209. Princeton University Press, Princeton. ISBN 978-0-691-13556-4.
- Richard Hinckley Allen, Star Names, Their Lore and Legenc, New York, Dover, deiziadoù disheñvel.
- Thomas Wm. Hamilton, Useful Star Names, Holbrook, NY, Viewlex: 1968.