Mont d’an endalc’had

Penninoù

Eus Wikipedia
Lec'hiadur ar Penninoù

Ar Penninoù (Pennines e saozneg) a zo un aradennad venezioù e Bro-Saoz, hag a vez graet gwalenn-gein Bro-Saoz anezho alies. En em astenn a reont eus bann ar Pek, er Midlands, betek an torgennoù Cheviot e-kichen harzoù Bro-Skos. 400 km hed zo dezho en holl.

Dont a ra o anv eus ar c'heltieg penn (penn).

An uhelennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket gwall uhel ar Penninoù ha torgennoù a vez graet anezho alies abalamour da se. O barr uhelañ eo ar Cross Fell (893 metr) e Cumbria. An uhelennoù bras arall a zo:

Perzhioù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul linenn-rannidigezh an doureier e Bro-Saoz an hanternoz eo ar Penninoù. Merkañ a reont an harzoù etre reter ha kornôg ar vro. Ar stêrioù Eden, Ribble, ha Mersey a eien er Penninoù hag a red etrezek Mor Iwerzhon tra ma red ar stêrioù Tyne, Tees, Swale, Aire, Don, ha Trent, hag o deus o andon er rannvro-se ivez, war-du Mor an Norzh.

Gant krag ha maen-raz eo kenaozet ar Penninoù kenaozet dreist-holl ha paot eo ar c'hevioù hag ar stêrioù isdouarel en hanternoz. Ar re hervekañ eo Gaping Gill ha Rowten Pot.

Gweledva ar Penninoù