Penn Chalon (1851)
Penn Chalon a reer eus ar rummad timbroù warno poltred ar rouanez Victoria, savet m’eo bet diwar ul livadur gant Alfred Edward Chalon (bet ganet e Geneva e 1780 ha marvet e Londrez e 1860).
Moullet e voe an timbroù kentañ e New-York, da vezañ implijet e trevadenn Kanada e 1851, hag e Londrez gant an ti-moullañ ‘’Perkins, Bacon and Company’’ da c’houde, pa voe astennet o implij e trevadennoù all ar Rouantelezh Unanet : Skos Nevez e 1853, Tasmania ha Zeland-Nevez e 1855, Bahamas ha Natal e 1859, Enez Grenada, Brunswick-Nevez ha Queensland e 1860, Enez ar Priñs Edward e 1870.
Tennet eo ar skeudenn eus ur poltred livet gant Alfred Edward Chalon da-geñver kentañ gweladenn bublik ar Rouanez e miz Kerzu 1837 evit embann ur brezegenn dirak Ti al Lorded. Gourc'hemennet e voe an daolenn gant Victoria da brofañ d’he mamm Victoria von Sachsen-Coburg-Saalfeld.
War he fenn emañ an diadem a oa bet kempennet e 1820 evit kurunidigezh George IV, gwisket ganti ur sae roueel hag ur vantell hir. War-sav emañ war bazenn ur skalier, troet war an tu-dehou. Lakaet eo he dorn kleiz war diazez ur golonenn, warni ez eus bet kizellet ul leon, arouez an nerzh hag ar rouantelezh. Troet eo an dremm war-zu an tu kleiz.
Proviñsoù Kanada
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E trevadenn saoz Kanada Unanet (da lavaret eo proviñsoù Ontario, Kebek, Douar-Nevez ha Labrador a-vremañ) eo e voe implijet da gentañ skeudenn Chalon war he zimbroù. D'an 9 a viz Ebrel 1851 e teuas er-maez poltred Victoria war an daou diwar ar c'hwec'h timbr kentañ : an hini glas 7 penny hanter hag an hini du 12 penny. Emañ ar poltred e-barzh un hirgelc’h ha skrivet gant lizherennoù ar gerioù “CANADA POSTAGE” (“Postoù Kanada”) en nec’h hag ar priz en traoñ. Adimplijet e voe e miz Kerzu 1859 gant hini 12 cent hanter, evit an timbroù kentañ e dollaroù Kanada, gant ur priz e moneiz saoz (six pence sterling) ivez. Savet e veze an timbroù gant moullerien amerikan eus New-York : Rawdon, Wright, Hatch hag Edson.
A-raok emezelañ da gevread Kanada e voe embannet hevelep poltred ar rouanez war dimbroù teir broviñs : Skos Nevez e miz Mae 1853 (ar penn en ur c'harrez lakaet war ar beg, moullet gant Perkins, Bacon & Co), ar Brunswick-Nevez e miz Mae 1860 (moullet e New York gant an embregerezh American Bank Note) hag Enez ar Priñs Edward e miz Kerzu 1870 (un timbr hepken).
Evit lidañ tri-ugentvet deiz-ha-bloaz ren ar rouanez e teuas war-wel ur rummad timbroù a vent vras, gant poltred yaouank Victoria, war batrom livadur Chalon, ha hini Victoria e 1886, treset diwar labour al livour Heinrich von Angeli. Embannet d'an 20 a viz Kerzu 1897, an heuliad c'hwezek timbr, a gouste etre un hanter cent ha pemp dollar, a savas droug en dud : 75 000 timbr ½ cent ha 150 000 tamm a dalvoudegezh 6 cent a voe moullet hepken, nemet ne werzhe Postoù Kanada an div dalvoudegezh-se nemet ma oa bet prenet an heuliad a-bezh gant ar brenerien e 16,205 $, daou dimbr o vezañ o friz en tu all da briz uhelañ ar mare-se (3,59 $).
Zeland-Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Zeland-Nevez e oa bet skeudennaouet timbroù kentañ ar vro gant penn Chalon eus 1855 da 1873. Victoria hec'h-unan o chom danvez nemetañ an timbroù betek an heuliad gweledvaoù e 1898. Lakaet eo ar poltred en ur c'helc'h bras a-walc'h evit gwelet penn uhelañ an dilhad roueel. Gant timbrawourien Zeland-Nevez e vez graet "Full Face" eus ar seurt-se, rak dremm leun ar rouanez a weler ha padal e vez diskouezet he frofil gant an darn vrasañ eus an timbroù abaoe 1840. Ma oa bet moullet timbroù kentañ 1 penny ha 2 penny 1855 e Londrez gant Perkins, Bacon and Company, adalek 1856, e oa moullerien Auckland o doa produet an timbroù nevez : J. Richardson, goude John Davis e 1862.
Kranellek e oa an timbroù adalek dibenn ar bloavezhioù 1850, met ne denne ket d’an holl dimbroù avat. Meur a stumm (poentoù, linennoù pe toulloù) a c’heller kavout. Abalamour d'un diouer a baper gant ur merk-dour savet diwar ur steredenn c'hwec'h beg ec’h implijas ar Postoù ar merk-dour "NZ" war an timbroù er bloaz 1864.
Queensland
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe dispartiet diouzh Sukembre-Nevez ec’h embannas Queensland e dimbroù kentañ diouzh ar rummad Chalon e 1860. Implijet e voent betek 1880. Koulskoude, pa voe divizet kinnig d’ar pratikoù timbroù dezho ur priz uhel (eus 2 shilling d'ul Lur saoz), e voe adtapet an hevelep patrom, hogen brasoc’h e vent, moullet hervez teknikoù ‘taille-douce’ pe litografiezh. Implijet int bet betek 1912, pa voe embannet timbroù gant Aostralia.
Tasmania
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan anv Tiriad Van Diemen (Van Diemen’s Land, anv orin an enezenn) e voe moullet an timbroù kentañ e 1855. Advoullet eo bet an timbroù engravet gant W. Humphrys e 1858 ha 1870 dindan an anv Tasmania.
Ar mouller saoz Perkins Bacon a ijinas tri ornamant tro-dro d'ar poltred e 1855, 1857 ha 1858 a voe implijet betek 1870. Kaset e voe ar plakennoù moullañ da Dasmania ma voe advoullet gant arbennigourien ar vro. Gant ti-moullerezh ar Stad e voe advoullet an timbroù goude 1864.
Bahamas
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gouere 1858, pa oa o klask lakaat timbroù all e-lec'h re ar Rouantelezh Unanet, e c’houlennas Charles John Bayle, anezhañ gouarnour an inizi Bahamas, ma vefe krouet un timbr evit ar postoù diabarzh, etre inizi an enezeg. Kinnig a reas un dresadenn gant ur c’helc’h, anv an drevadenn ha produioù pennañ ar vro : ur frouezhenn ananaz war e skourr hag ur c'honk. An embregerezh Perkins, Bacon and Company a soñjas e vefe re ziaes da voullañ ha frammañ dent e-barzh un timbr er seurt-se. Treiñ a reas neuze ar raktres war-zu engravañ penn ar rouanez treset diwar poltred Chalon. War c'houlenn ar gouarnour e voe ouzhpennet an daou broduadur bahamian met digresket ment an ovalenn er c’hreiz. Ne weler mui ar c'holier douget gant Victoria war an timbr 1 gwenneg ruz-tane. Dindan an anv a-led “BAHAMAS”, ur banniel a ziskouez implij an timbroù : “INTERINSULAR POSTAGE” evit “postoù etre an inizi”. Lakaet e voe da werzhañ an timbroù kentañ moullet e Londrez d'an 10 a viz Kerzu 1859. Adalek miz Kerzu 1860 e voent dantellet, met ne voe peurc'hraet an toulloù nemet goude 1863.
Natal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1859, Natal, anezhi un drevadenn e Suafrika, a erlec'hias he zimbroù-post torgennek ha moullet sec'h gant penn Chalon. Implijet e voent betek 1867.
Grenada
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Grenada a implijas div skeudenn zisheñvel eus ar seurt Chalon evit he zimbroù-post kentañ e 1859. Awenet e oa bet ar skeudenn gant ar graferezeh implijet evit an trevadennoù all (anv an drevadenn ha talvoud-gwerzh e lizherennoù skrivet a-led war un drekleur livioù eeun, e penn uhelañ hag e traoñ an timbr). Gwelet a reer ar c'holier. E 1875 e voe bihanaet ar vedalenn betek ma voe ur c'helc'h bihan na leze nemet dremm ar rouanez da welet. E 1883 e voe erlec'hiet ar rummad.