Pen-caer

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Llanwnda

Pen-caer, pe Pen Caer pe Pencaer, zo ur gumuniezh e kontelezh Sir Benfro, e mervent Kembre. Emañ er gwalarn da Wdig. Enni emañ kêriadennoù Llanwnda, Tremarchog, Granston, Llangloffan, Trefaser. E 2011 e oa 474 den o chom e kumuniezh Pen-caer ha 187 anezho a ouie kembraeg (41,2%).

Emañ beg-douar Pen Strwmbl e kumuniezh Pen-caer.