Penélope Cruz
Penélope Cruz | |
![]() | |
Anv ofisiel | Penélope Incarna Cruz Sánchez |
---|---|
Lesanv(ioù) | Madonna of Madrid, Pe |
Ganedigezh | 28 a viz Ebrel 1974 Alcobendas, ![]() |
Broadelezh | ![]() |
Micher(ioù) | Aktourez |
Filmoù brudet | Ouvre les yeux Todo sobre mi madre Vicky Cristina Barcelona Volver Nine |
Pried(où) | Nacho Cano Tom Cruise (2001-2004) Matthew McConaughey (2005) Javier Bardem (adal 2007) |
IMDB | 0004851 |
Priz(ioù) | Gwellañ aktourez (Festival Cannes 2006) |
Penélope Cruz Sánchez, ganet d'an 28 a viz Ebrel 1974 en Alcobendas, e Kumuniezh Madrid, zo un aktourez spagnol. He zad, Eduardo Cruz, a oa karrdiour hag he mamm, Encarna Sánchez, a oa troc'herez-blev. Dispartiañ a rejont e 1999. He c'hoar, Mónica Cruz, a zo dañserez hag aktourez, hag he breur, Eduardo Cruz, a zo kaner spagnolek.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adalek he 5 blez e krogas da zeskiñ dañsal e Skol-dañs Vroadel Bro-Spagn. Pa voe krennardez he deus gellet kregiñ da vezañ jak, dre ma oa brav. Tu oa gwelout anezhi war ur bern golo kazetennoù a-giz, hag ivez e-barzh klipoù eus ar strollad Mecano. Da 14 vloaz e voe roet dezhi ar c'harg kinnig un abadenn tele evit ar vugale anvet « La quinta marcha ».
Goude un eilroll e-barzh "Laberinto Griego" eus Rafael Alcaza, merzet ha diskuliet eo bet gant an dud e 1992 gant he c'hentañ roll er sinema, e-barzh ar film « Jamón, jamón », profet dezhi gant ar sevener Jose Juan Bigas Luna hag en doa remerket anezhi, ar pezh a gasas war-raok he red-micher aktourezh.
Echuiñ a reas ar c'hentelioù dañs da 20 vloaz hag e chomas 2 sizhun er Skol-dañs Vroadel. War-lerc'h hag e-pad 3 bloavezh e reas korolladegoù spagnolek gant Angela Garrido, 4 vloaz er Cristina Rota School eus New York, ha kemer a reas kentelioù "Jazz Dance" gant Raúl Caballero. En em broduiñ a reas e Bro-Spagn hag e New York.
E 1999 e c'hoarias roll ur plac'h dougerez ha seropozitivel er film trelatus « Todo sobre mi madre » gant Pedro Almodóvar hag a roas tro dezhi boemañ ha hoalañ arvesterien ar bed a-bezh. Ha da neuze e voe graet dezhi ur bern kinnigoù hag a laoskas dezhi choaz e-keñver e rollioù hag ar sevenerioù a-benn kregiñ gant he red micher etrevroadel.
Eus 2001 betek 2004 eo bet mignonez Tom Cruise, bet kejet ganti da vare aozadur ar film « Vanilla Sky ». Hiziv-an-deiz emañ e-karantez gant an aktour spagnolek Javier Bardem, en deus kejet ganti pa oant o labourat evit aozañ ar film « Jamón, jamón ». Adlabouret o deus asambles e 1997 evit ar film « En chair et en os », ha n'eus ket pell zo er film « Vicky Cristina Barcelona » e 2008.
E penn-kentañ ar bloavezh 2006 e c'hoarias er film « Bandidas » gant Salma Hayek, a-raok adkavout en-dro Pedro Almodóvar er gomedienn dramaek « Volver », a voe war ar renk e kevezadeg ofisiel festival sinema Cannes.
Prizioù ha medalennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 11 a viz Genver 2006 e voe anvet marc'hegez en Urzh broadel an Arzoù hag al Lizherennoù e Frañs gant Renaud Donnedieu de Vabres hag a oa ministr ar sevenadur.
Roll filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1992 : Mecano - Los vídeos, gant Joan-Lluís Arruga (video ; segment La fuerza del destino, nann ofisiel • Jamón, jamón, gant Juan José Bigas Luna • Belle epoque, gant Fernando Trueba
- 1993 : Per amore, solo per amore, gant Giovanni Veronesi • El Laberinto griego, gant Rafael Alcázar • La Ribelle, gant Aurelio Grimaldi
- 1994 : Alegre ma non troppo, gant Fernando Colomo • Todo es mentira, gant Álvaro Fernández Armero
- 1995 : Entre rojas, gant Azucena Rodríguez • El Efecto mariposa, gant Fernando Colomo (nann kretaet)
- 1996 : Brujas, gant Álvaro Fernández Armero • La Celestina, gant Gerardo Vera • Más que amor, frenesí, gant Alfonso Albacete, Miguel Bardem ha David Menkes • El Amor perjudica seriamente la salud, gant Manuel Gómez Pereira
- 1997 : Et Hjørne af paradis, gant Peter Ringgaard • Carne trémula, gant Pedro Almodóvar • Abre los ojos, gant Alejandro Amenábar • Don Juan, gant Jacques Weber • If Only... (The Man with Rain in His Shoes), gant María Ripoll • Talk of Angels, gant Nick Hamm • La Niña gant tus ojos, gant Fernando Trueba • The Hi-Lo Country, gant Stephen Frears
- 1999 : Todo sobre mi madre, gant Pedro Almodóvar • Volavérunt, gant Juan José Bigas Luna
- 2000 : Woman on Top, gant Fina Torres • All the Pretty Horses, gant Billy Bob Thornton
- 2001 : Blow, gant Ted Demme • Captain Corelli's Mandolin, gant John Madden • Sin noticias de Dios, gant Agustín Díaz Yanes • Vanilla Sky, gant Cameron Crowe
- 2002 : Waking Up in Reno, gant Jordan Brady
- 2003 : Masked and Anonymous, gant Larry Charles • Fanfan la Tulipe, gant Gérard Krawczyk • Gothika, gant Mathieu Kassovitz ha Thom Oliphant
- 2004 : Non ti muovere, gant Sergio Castellitto • Noel, gant Chazz Palminteri • Head in the Clouds, gant John Duigan
- 2005 : Sahara, gant Breck Eisner • Chromophobia, gant Martha Fiennes
- 2006 : Bandidas, gant Joachim Roenning ha Espen Sandberg • Volver, gant Pedro Almodóvar • The Good Night, gant Jake Paltrow
- 2008 : Elegy, gant Isabel Coixet • Vicky Cristina Barcelona, gant Woody Allen
- 2009 : Los Abrazos rotos gant Pedro Almodóvar • Nine, gant Rob Marshall • Mission G, gant Hoyt Yeatman
- 2010 : Nine gant Rob Marshall (Maîtresse)
- 2011 : Pirates of the Caribbean 4 gant Rob Marshall