Peenestrom

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ar Peenestrom e Wolgast
Kartenn eus enez Usedom, gant ar Peenestrom a-gleiz

Ar Peenestrom zo ur vrec'h-vor e hanternoz Alamagn, e Mecklenburg-Vorpommern. Un 20 kilometr bennak eo e hirder. Liammañ a ra morlenn Szczecin ouzh ar Mor Baltel, ha dispartiañ a ra enez Usedom, er reter, diouzh an douar-bras, er gornaoueg.

Dont a ra anv ar Peenestrom eus anv ar stêr Peene, en em daol ennañ dre un delta bihan e-kichen kêr Anklam.