Mont d’an endalc’had

Payada

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Payador)
Payada en una pulpería gant Carlos Morel.
Juan Arroyo, payador arc'hantinat, war-dro 1870.
Payador o son en e rancho, er bloavezhioù 1890.

Ar payada (en Arc'hantina, Uruguay, kreisteiz Brazil ha darn eus Paraguay), pe paya (en Chile) eo anv an arz ma weler un den, ar payador, o werzaouiñ hag o kanañ un istor, e dekgwerzennoù anvet decimas, war ar prim. Pa vez daou o kanañ e vez laret «contrapunto». Pep payador a rank respont da c'houlennoù ar payador all, hag ober goulennoù all outañ. Tennañ a reont d'an disputoù brezhonek a veze poent zo bet, pa oa c'hoazh brezhonegerien savet er yezh war ar maez, ha dreist-hol d'ar bertsolarismo en Euskadi.

Ar payadas a bad eurvezhioù, a-wechoù devezhioù. An doare sonerezh implijet eo ar cifra hag ar milonga.

Labour Bartolomé Hidalgo (ganet en Montevideo d'ar 24 a viz Eost 1788) a vefe orin arn doare arz-mañ, er Río de la Plata. Hidalgo a vez gwelet evel ar c'hentañ barzh gaucho. Deiz e c'hanedigezh eo "Deiz ar Payador" en Uruguay[1],[2].

En Arc'hantina eo an 23 a viz Gouhere eo "Devezh ar Payador" e koun ar payada brudet etre Juan Nava ha Gabino Ezeiza en Paysandú en 1884 . Ezeiza an hini a voe trec'h gant e Salute to Paysandú, enrolladenn nemeti eus mouezh Ezeiza[3].

Kentañ payador anavezet e oa Simón Méndez (lesanvetGuasquita), soudard a vrezelias en aloubadeg ar Saozon er Río de la Plata[4].


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Uruguayan Law 16.764
  2. "Especial del Día del Payador" on Chasque.net
  3. "Salute a Paysandú", gant Gabino Ezeiza en Youtube
  4. "La payada, un arte que cautiva y sorprende", La Nación (Buenos Aires), 20 Meurzh 1999