Paulinus Kembre
Neuz
Paulinus Kembre, pe Peulin (e kembraeg), a oa ur sant brezhon eus dibenn ar Vvet kantved e Kembre, enoret e Sir Gaerfyrddin.
Bevañ a rae evel penitiour e Hendy-gwyn ar Daf ha gantañ e oa e ziskibien Dewi ha Teilo. Sevel ilizoù ha chapelioù a reas en ardremez Llanymddyfri. Krediñ a reer e kemeras perzh er sened-eskibien Llanddewi Brefi e 545. Lidet e vez d'an 23 a viz Du.
Paol Aorelian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a rae da G. H. Doble e oa ar memes den evel Paol Aorelian, met dizemglev zo diwar-benn an dra-se, pa gred lod e oa yaouankoc'h eskob Leon eget Paulinus Kembre.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus harozed Buchedd Garmon, pezh-c'hoari Saunders Lewis, eo Paulinus Kembre, gant ar sant brezhon all Ildud.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- G. H. Doble. (1971). Lives of the Welsh Saints.