Pauline Fourès

Eus Wikipedia
Pauline Fourès

Pauline Fourès (Pamiers, 15 a viz Meurzh 1778Pariz, 18 a viz Meurzh 1869), a oa ul livourez, ur skrivagnerez hag ur sonerez c'hall hag a zo brudet evit bout bet kentañ serc'h Napoleone Buonaparte.

Merc'h e oa da Henri Jacques Clément Bellisle, horolajer, ha da Marguerite Pauline Barandon. Eureudiñ a eure da Jean-Noël Fourès, ofiser e-touez ar varc'hegerien, ha gantañ ez eas da Egipt da-heul an arme c'hall. Hogos e voe dezhi bezañ lazhet e-kerzh emsavadeg Kaero an 21 a viz Here 1798.

D'ar 1añ a viz Kerzu 1798 e tegouezhas gant Napoleone Buonaparte, ha serc'h dezhañ e voe e-pad brezelekadenn Egipt. Pan eas Napoleon war e giz da Vro-C'hall e kavas Pauline Fourès frealz etre divrec'h ar jeneral Jean-Baptiste Kléber (1753-1800).

Beziet e voe er vered Père-Lachaise.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lord Wentworth, romant (1813)
  • Aloïze de Mespres, danevell (1814).
  • Une chatelaine du XIIè siècle (1834).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Roger Régis. Pauline Fourès, dite Bellilote, maîtresse de Bonaparte en Égypte. Paris : Les Éditions de Paris, 1946.