Paul Panda Farnana

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Paul Panda e 1921

Paul Panda Farnana (war-dro 1888 - 12 a viz Mae 1930) a oa ur c'hefredour eus Kongo.

E servij ur soudard belgiat e oa pa oa bugel ha kaset e voe gantañ da Velgia. Eno e voe skoliataet betek tapout un diplom ijinour en agronomiezh. E-pad ar Brezel-bed kentañ ec'h emezelas e strollad ar C'hongoiz ha stourm ouzh an Alamaned en Namur. Prizoniet e voe hag en Alamagn e voe diskouezet en ur park loened, pezh a skoas don e spered. Goude ar brezel e tistroas da Vrusel ma krouas an Union Congolaise. Skoazellet gant sokialourien velgiat e savas ur skol evit Kongoiz e Charleroi.

C'hoant en doa Farnana da ziskouez e c'helle Kongoiz kenlabourat gant an dud wenn ha tapout kargoù uhel e mererezh o bro, gant ma vijent skoliataet. Skrivañ a reas pennadoù diwar-benn e vro, hec'h istor hag he sevenadur. E stourm a zisplijas kalz d'an drevadennerien ha mervel a reas e 1930 e degouezhioù amsklaer. Goude e varv e voe kemeret un diviz gant gouarnour-meur Kongo : hiviziken e veze berzet ouzh gwazourien velgiat e Kongo kas tud du gante da Velgia.

Daveenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teulfilm Black Heart, White Men, 2011