Paul Duhem
Neuz
Paul Duhem (1919 e Blandain - 1999) a oa ul livour belgiat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant e dud-kozh e voe desavet. Ar skol a guitaas d'an oad a 14 vloaz, hag e labouras evel mevel e meur a di-feurm. E-pad an Eil Brezel Bed e voe gloazet hag harluet, hag abalamour da se e vo kaset d'ur bredospital.
E 1978 e voe degemeret en un oaled, hag eno e kasas lod brasañ e amzer o liorzhañ. Daouzek vloaz goude, d'an oad a 70 vloaz,e tilezas al liorzhañ hag e stagas gant an tresañ. En ur stal-labour e trese.
A-zevri-kaer e trese, ha diehan e tresad betek e varv. Tud ha dorioù eo an dodennoù pennañ a gaver en e oberennoù.
Un diskouezadeg vras eus e oberenn a-bezh a voe aozet en Dastumad Arz garv e Lausanne e-keit ma oa bev.