Patrom:Porched:Istor/Pennad dibabet/Mae
Aostria-Hungaria e oa kevredad an div stad meneget en anv ar vro. Diazezet e oa bet e 1867 war dachenn Impalaeriezh Aostria (1806 - 1867). Renet e oa gant an Habsbourged betek 1918. Dilezet e dron gant an impalaer diwezhañ, Karl Iañ Habsbourg-Loren er bloavezh-se, e voe dispennet ar c'hevredad. Diazezet e oa meur a stad war e dachenn: Aostria, Hungaria, Tchekoslovakia ha Rouantelezh SHS (Yougoslavia). Kouezhañ a rae rannvroioù zo e dalc'h Polonia, Roumania hag Italia.
Anv ofisiel ar c'hevredad a dalveze kement hag "Ar rouantelezhioù ha broioù dezho kannaded e Breujoù an Impalaeriezh ha broioù kurun santel hungarian Sant István". "Monarkiezh K & K" (diwar an alamaneg kaiserlich & königlich, "impalaerel ha roueel") a veze graet anezhañ ivez.