Patrom:Kemmadur goude un niver/teuliadur
Pal
[kemmañ ar vammenn]Ar patrom-mañ a zo e bal ober ar c'hemmadur reizh goude un niver. En holloueziadur-mañ e vez graet gant variennoù a c'hell cheñch o zalvoud hervez an deiziad, e-giz an niver a bennadoù, an niver a verourien..., setu n'heller ket gouzout en a-raok pe gemmadur a zeuy war-lerc'h ar varienn-se.
Penaos implijout ar patrom-mañ
[kemmañ ar vammenn]Tri argumant a zo da reiñ :
- an niver ;
- reizh ar ger a zeu goude an niver ;
- hag al "lizherenn" a c'hell kemmañ.
{{Kemmadur goude un niver |niver=<niver> |reizh=<reizh> |lizherenn=<lizherenn da gemmañ> }}
An niver
[kemmañ ar vammenn]Ret eo kaout un niver skrivet hep toull ebet, a-hend-all ne vo ket anavezet e-giz niver er jedadennoù. Da skouer e ranker reiñ 45863 ha n'eo ket 45 863. Arabat eo, da skouer, ober gant ar varienn {{NUMBEROFFILES}} a stroll ar sifroù tri ha tri. Ret e ober gant {{NUMBEROFFILES:R}} a ro an holl sifroù stok-ha-stok.
- Evit gwelet roll variennoù ar Wiki, sellit amañ
Ar reizh
[kemmañ ar vammenn]Ret eo reiñ ar reizh evit gouzout pe gemmadur ober goude an niveroù 1, 21, 31...
b a zo da lakaat evit benel ha g evit gourel.
Al "lizherenn"
[kemmañ ar vammenn]Peurvuiañ ez eo lizherenn gentañ ar ger a zo goude an niver. Bez' e c'heller kaout ivez gw pe gou a gemm dre vlotaat e w pe ou.
Setu amañ roll al "lizherennoù" a c'hell kemmañ :
P - p - B - b - M - m T - t - D - d K - k - G - g - Gw - gw - Gou - gou
Ar ger goude an niver
[kemmañ ar vammenn]Ret eo skrivañ ar peurrest eus ar ger (hep al "lizherenn" a zo bet roet e-giz argumant) diouzhtu goude an daou vriatadur ( }} ) a zo e fin ar patrom evit ma vo gwelet ar ger en un tamm, hep toull ebet etre al "lizherenn" gentañ hag ar peurrest eus ar ger.
Ar c'hemmadurioù
[kemmañ ar vammenn]Setu amañ ar c'hemmadurioù a vez graet gant ar patrom-mañ hervez daou sifr diwezhañ an niver :
0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 |
20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 |
30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 |
40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 |
50 | 51 | 52 | 53 | 54 | 55 | 56 | 57 | 58 | 59 |
60 | 61 | 62 | 63 | 64 | 65 | 66 | 67 | 68 | 69 |
70 | 71 | 72 | 73 | 74 | 75 | 76 | 77 | 78 | 79 |
80 | 81 | 82 | 83 | 84 | 85 | 86 | 87 | 88 | 89 |
90 | 91 | 92 | 93 | 94 | 95 | 96 | 97 | 98 | 99 |
Kod al livioù :
- Gwenn : kemmadur ebet.
- Gwer :
- kemmadur ebet pa vez gourel ar ger ha pa ne vez na k na K e lizherenn gentañ ;
- kemmadur dre c'hwezhañ pa vez gourel ar ger ha pa vez k pe K e lizherenn gentañ ;
- kemmadur dre vlotaat pa vez benel ar ger.
- Glas : kemmadur dre vlotaat.
- Melen : kemmadur dre c'hwezhañ.
Skouer
[kemmañ ar vammenn]Da skouer, gant ar c'hod-mañ :
{{NUMBEROFPAGES}} {{Kemmadur goude un niver |niver={{NUMBEROFPAGES:R}} |reizh=b |lizherenn=p }}ajenn a zo er Wikipedia brezhonek.
e vez diskouezet an dra-mañ : 158 231 bajenn a zo er Wikipedia brezhonek.
Kemenadenn
[kemmañ ar vammenn]Ur gemennadenn a vez adkaset gant ar patrom pa ne glot ket an argumantoù roet gant ar re emañ o c'hortoz :
- Ret eo reiñ un niver, ul lizherenn hag ur reizh (b pe g) e-giz argumant d'ar patrom Kemmadur goude un niver