Mont d’an endalc’had

Patrom:Kemmadur goude un niver

Eus Wikipedia

Ar patrom-mañ a zo e bal ober ar c'hemmadur reizh goude un niver. En holloueziadur-mañ e vez graet gant variennoù a c'hell cheñch o zalvoud hervez an deiziad, e-giz an niver a bennadoù, an niver a verourien..., setu n'heller ket gouzout en a-raok pe gemmadur a zeuy war-lerc'h ar varienn-se.

Penaos implijout ar patrom-mañ

[kemmañ ar vammenn]

Tri argumant a zo da reiñ :

  • an niver ;
  • reizh ar ger a zeu goude an niver ;
  • hag al "lizherenn" a c'hell kemmañ.
 {{Kemmadur goude un niver
 |niver=<niver>
 |reizh=<reizh>
 |lizherenn=<lizherenn da gemmañ>
 }}

Ret eo kaout un niver skrivet hep toull ebet, a-hend-all ne vo ket anavezet e-giz niver er jedadennoù. Da skouer e ranker reiñ 45863 ha n'eo ket 45 863. Arabat eo, da skouer, ober gant ar varienn {{NUMBEROFFILES}} a stroll ar sifroù tri ha tri. Ret e ober gant {{NUMBEROFFILES:R}} a ro an holl sifroù stok-ha-stok.

  • Evit gwelet roll variennoù ar Wiki, sellit amañ

Ret eo reiñ ar reizh evit gouzout pe gemmadur ober goude an niveroù 1, 21, 31...
b a zo da lakaat evit benel ha g evit gourel.

Al "lizherenn"

[kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ ez eo lizherenn gentañ ar ger a zo goude an niver. Bez' e c'heller kaout ivez gw pe gou a gemm dre vlotaat e w pe ou.
Setu amañ roll al "lizherennoù" a c'hell kemmañ :

P - p - B - b - M - m
T - t - D - d
K - k - G - g - Gw - gw - Gou - gou

Ar ger goude an niver

[kemmañ ar vammenn]

Ret eo skrivañ ar peurrest eus ar ger (hep al "lizherenn" a zo bet roet e-giz argumant) diouzhtu goude an daou vriatadur ( }} ) a zo e fin ar patrom evit ma vo gwelet ar ger en un tamm, hep toull ebet etre al "lizherenn" gentañ hag ar peurrest eus ar ger.

Ar c'hemmadurioù

[kemmañ ar vammenn]

Setu amañ ar c'hemmadurioù a vez graet gant ar patrom-mañ hervez daou sifr diwezhañ an niver :

 0  1  2  3  4  5  6  7  8  9
10 11 12 13 14 15 16 17 18 19
20 21 22 23 24 25 26 27 28 29
30 31 32 33 34 35 36 37 38 39
40 41 42 43 44 45 46 47 48 49
50 51 52 53 54 55 56 57 58 59
60 61 62 63 64 65 66 67 68 69
70 71 72 73 74 75 76 77 78 79
80 81 82 83 84 85 86 87 88 89
90 91 92 93 94 95 96 97 98 99

Kod al livioù :

  • Gwenn : kemmadur ebet.
  • Gwer :
    • kemmadur ebet pa vez gourel ar ger ha pa ne vez na k na K e lizherenn gentañ ;
    • kemmadur dre c'hwezhañ pa vez gourel ar ger ha pa vez k pe K e lizherenn gentañ ;
    • kemmadur dre vlotaat pa vez benel ar ger.
  • Glas : kemmadur dre vlotaat.
  • Melen : kemmadur dre c'hwezhañ.

Da skouer, gant ar c'hod-mañ :

 {{NUMBEROFPAGES}}
 {{Kemmadur goude un niver
 |niver={{NUMBEROFPAGES:R}}
 |reizh=b
 |lizherenn=p
 }}ajenn a zo er Wikipedia brezhonek.

e vez diskouezet an dra-mañ : 158 235 pajenn a zo er Wikipedia brezhonek.

Kemenadenn

[kemmañ ar vammenn]

Ur gemennadenn a vez adkaset gant ar patrom pa ne glot ket an argumantoù roet gant ar re emañ o c'hortoz :