Patrick Demarchelier
Neuz
Ar pennad-mañ zo diwar-benn un den a zo marvet nevez zo. Gallout a ra bezañ kemmet muioc'h eget boas ha chom hep diskouez an titouroù nevesañ. |
Patrick Demarchelier, ganet d'an 21 a viz Eost 1943 hag aet da Anaon d'an 31 a viz Meurzh 2022 en Havr-Nevez, a oa ur poltrijer gall.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Patrick Demarchelier en devoa kroget da dennañ poltriji pa oa 17 vloaz gant un tenner poltriji profet dezhañ gant e dad-kaer, un Eastman Kodak. Tennañ a ra poltredoù e-pad dimezioù. Goude-se e teu a-benn da zeskiñ ar vicher en ur vezañ harper ar poltrejer Hans Feurer. Dont a ra da vezañ poltreder frank ha kregiñ a ra gant poltredoù doare arzel nevez, reoù dibalamour ha berv.
E penn kentañ ar bloavezhioù 1970 e labour evit ar c'helaouennoù Elle ha Marie Claire, hag un tammig evit 20 ans.