Patricia Teherán
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Kolombia |
| Anv-bihan | Patricia |
| Anv-familh | Teherán |
| Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Romero |
| Deiziad ganedigezh | 10 Mez 1969 |
| Lec'h ganedigezh | Cartagena de Indias |
| Deiziad ar marv | 19 Gen 1995 |
| Lec'h ar marv | Loma de Arena |
| Doare mervel | marv dre zegouezh |
| Abeg ar marv | traffic collision |
| Lec'h douaridigezh | Cartagena de Indias |
| Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
| Micher | kaner, sonaozour |
| Tachenn labour | Vallenato |
| Benveg sonerezh | mouezh |
| Ezel eus | Las Diosas del Vallenato |
| Label sonerezh | Codiscos |

Patricia Teherán (10 a viz Even 1969-19 a viz Genver 1995) a oa ur ganerez vallenato kolombian hag a ganas gant al laz Las Musas del Vallenato.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1988 e voe pedet gant Graciela Ceballos da gemer perzh en he raktres, sevel ul laz merc'hed anvet Las Musas del Vallenato, ha teir fladenn a reas ganto. Goude enrollañ an trede, Explosivas y Sexys ez eas da sevel ul laz all, Las Diosas del Vallenato.
Patricia Teherán a savas he c'hentañ kanaouenn Dueño de mi pasión evit an albom Con aroma de mujer.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas en ur gwallzarvoud war an hent, en 1995, p'edo o kas he c'harr eus Barranquilla da Cartagena : bet e oa o sinañ ur gevrat da gemer perzh gant he laz e Carnaval Barranquilla, pa darzhas ur pneu da 4 e gm, e Loma de Arena, pa oa o vleinañ a-dizh, ha pa droas ar c'harr war e gein[1].
He mamm a varvas daou vloaz goude, hag he zad en 2015.
Ur mab he doa bet, Yuri Alexander Teherán Romero, a zeuas da vout DJ a vicher.
He fladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Las Musas del Vallenato
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
Pladennoù arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es)'El Tiempo, 20 Genver 1995. Kavet : 31/05/2019.