Patriarchiezh eukumenek Kergustentin

Eus Wikipedia
Arouez ar Batriarchiezh

Patriarchiezh eukumenek Kergustentin (gresianeg : Οἰκουμενικόν Πατριαρχεῖον Κωνσταντινουπόλεως, Oikoumenikón Patriarkhíon Konstantinoupóleos, [ikumeniˈkon patriarˈçion konstandinuˈpoleos] ; latin : Patriarchatus Oecumenicus Constantinopolitanus ; turkeg : Rum Ortodoks Patrikhanesi, "Patriarchiez roman ortodoks") zo unan eus ar pevarzek pe c'hwezek Iliz embennek a ra asambles an Iliz Ortodoks. En e fenn emañ Patriarch eukumenek Kergustentin Bertele I, arc'heskob Kergustentin.

Abalamour d'he statud evel kêr-benn bet Impalaeriezh roman ha bizantion ha d'he ferzh evel Iliz-vamm ar brasañ eus Ilizioù ortodoks modern emañ Kergustentin en ur plas a enor e-touez ar Reizhkredouriezh ha diwar an abegoù-se eo hec'h eskob ur Patriarch eukumenek, gant ar statud a brimus inter pares (kentañ e-touez kevataled) e-touez eskibien an Iliz Ortodoks, hag un heñcher speredel evit ar bed reizhkredour.