Paskoù Piemonte
Paskoù Piemonte, Pasque piemontesi en italianeg, zo ur prantad heskinerezh a voe kaset e 1655 e Piemonte gant Dugelezh Savoia, ha gant asant ar pab Alesant VII, enep feizidi Iliz Valdo e teir saonenn da gentañ hag e dek en diwezh.
Rankout a reas an dud reiñ bod ha boued d'ar soudarded a wallgase anezho, hag a yeas betek ober lazhadegoù. Da 1712 e savas an niver a dud lazhet, hervez kontoù kristenien Iliz Valdo. E deroù ar bloavezhioù 1680, da lavarout eo 25 bloaz goude, e voe graet kemend-all gant rejimantoù gall e menezioù Cevenas, dindan ar roue Loeiz XIV, war urzh e vinistr Louvois.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da fall ez eas an darempredoù etre kumuniezhioù valdeat Piemonte ha Dugelezh Savoia goude marv ar roue Vittorio Amedeo Iañ e 1637, pa voe anvet e vab Carlo Emanuele II da zug dindan rejañs e vamm Cristina Bro-C'hall. Bec'h a savas entre intañvez an dug hag e vreudeur a felle dezho bout rejanted, ma klaskas an div gostezenn kaout harp an Iliz katolik, da lavarout eo hini ar pab.
Embann 1655
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar brezel enep feizidi Valdo e 1655, evel e 1545 e Luberon hag e 1488 e Vallouise, a voe disklêriet dre abegoù a reizhded hag a relijion, ar pezh a servijas da zigarez da wallañ, preizhañ, boureviañ ha lazhañ. Gastaldo, doktor war al lezenn, selaouer e kambr ar c'hontoù, diwaller ar feiz santel, karget da seveniñ an urzhioù enep relijion Valdo er saonennoù, a voe kaset di gant rejantez Savoia. D'ar 25 a viz Genver 1655 e reas un embann a roe urzh d'ar feizidi da guitaat o saonennoù.
40 000 soudard
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Ebrel 1655, war-dro Pask, e voe kaset 40 000 soudard dindan urzhioù markiz Pianezza d'ar saonennoù valdoat. En o zouez, hervez an istorour Gabriel Audisio, repuidi iwerzhonat o devoa bet gouzañvet heskinerezh Oliver Cromwell (1599-1658). Buan e troas an afer d'ul lazhadeg e Pra-du-Tour, e Villar Pellice, e Bobbio Pellice, e Rorà hag e Prali. D'an 3 a viz Mae e lidas ar markiz e drec'h meur war an « disivouderien, mesaerien diot… falsvoneizerien, reneidi ha sorserien ».
Un haroz poblek, Josué Janavel, a c'halvas an dud da stourm, met ne badas ket. D'an 10 a viz Mae 1655 e voe kemeret Val Germanasca, ha Janavel d'an harlu, evel ar « moderatour » Jean Léger, a savas neuze un Histoire générale des Églises évangéliques des vallées du Piémont ou vaudoises, embannet e 1659 e Leiden. Dont a reas a-benn Jean Léger da gaout aotre digant ar roue gall Loeiz XIV, e deroù e ren, erbedet gant Cromwell, d'ober un enklask diwar-benn heskinerezh ar bloaz 1655.
Goude an darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dud a voe lazhet e Pra del Torno, Villar Pellice, Bobbio Pellice, Rorà, Prali[2]. A-benn ar fin, hervez un dihell valdezat e 1656, e voe lazhet 1712 den, ken gwazed ken maouezed ; ouzhpenn e voe skrapet 148 bugel ha roet da familhoù katolik. Hervez gouarnamant an dug e voe nebeutoc'h a dud lazhet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Frédéric Meyer, Vaudois et protestants dans les Etats de Savoie-Piémont du XVIème au XVIIIème siècle
- (fr) Janavel et les vaudois
- (fr) Jeanne Decorvet, L'Épopée vaudoise (arroudoù)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Tennet eus MORELAND, Samuel : History of the Evangelical Churches of the Valleys of Piedmont, 1658, p. 345
- ↑ (fr) Vaudois et Protestants dans les États de Savoie-Piemont