Partit Comunista Obrer de Catalunya

Eus Wikipedia

Partit Comunista Obrer de Catalunya (PCOC, "Strollad Komunour Micherour Katalonia") a oa anezhañ rann katalanek ar strollad aet da get Partido Comunista Obrero Español (PCOE, "Strollad Komunour Micherour Spagn") krouet gant Enrique Líster e 1973 p'en em disrannas disrannet diouzh Strollad Komunour Spagn ha (PCE). Ur strollad a save a-du gant politikerezh an Unaniezh Soviedel an hini e oa.

Krouet e oa bet ar rann gatalanak, Partit Comunista Obrer de Catalunya, en hevelep bloavezh 1973.

En harlu e Frañs e veve Sekretour-Meur ar strollad, anvet Feran a Girona, distoet d'e vro er bloavezhioù 1970.

Aostreet e oa bet ar Strollad hervez al lezenn e miz Here 1977.

Embann a reas ar gelaouenn Endavant ("War-raok").

P'en em deuzas PCOE gant PCE e 1986 goude ma oa bet diskaret Santiago Carrillo e tivizas PCOC en em deuziñ gant PSUC hag en em divadañ a reas ez-ofisiel evel Strollad.

Adsavet e oa bet PCOE e 2003 met betek-hen n'eus bet krouet rann gatalanek nevez ebet.