Paris, ma bonne ville
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Paris, ma bonne ville (Pariz, ma c'hêr vat e galleg) zo ur romant gallek skrivet gant Robert Merle hag embannet e 1980, anezhañ an trede levr eus an heuliad istorel Fortune de France.
Diverradenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Echu gantañ e studi medisinerezh e tistro Pierre de Siorac da vMespech, met lazhañ a ra en un duvell enebour e diegezh, Bertrand de Fontenac. Rankout a ra Pierre mont da Bariz gant Miroul evit goulenn gras Charlez IX e-pad gouelioù eured Herri Navarra ha Marguerite a Valois. War an hent en em gav gant Michel de Montaigne a ro dezhañ alioù hag ul lizher a c'hall sikour anezhañ. Gwelout a ra Pierre buhez al Lez, gwrac'hetaj ar Barizianed, hag achap a ra Pierre hag e vignoned diouzh lazhadeg Gouel Bertele, ma varv an Amiral a Goligny ha meur a brotestant, gwazed, merc'hed ha bugale.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |