Panurge
Neuz
Panurge zo unan eus an tudennoù krouet gant ar skrivagner gall François Rabelais, er XVIvet kantved, ha mignon eo d'ar ramz Pantagruel.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra e anv eus ar gregach : Πανοῦργος / Panoûrgos eo « an hini a oar ober petra ".
An dudenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa zegouezh Pantagruel gant Panurge e wel un den yaouank doare mat dezhañ, hogen gwisket evel ur paour, ma c'houlenn an aluzen e pevarzek yezh a-raok goulenn e galleg.
En Tiers Livre, e laka Panurge en e soñj dimeziñ, met n'eo ket ken sart, hag aon en deus da vezañ dogan.
Un deiz e taol un dañvad dreist listenn ur vag evit ober d'an tropell mont d'e heul, ma veuzont holl.
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet eo bet e anv da veur a dra:
- Panurge, c'hoarigan gallek gant Jules Massenet e 1910;
- Panurge, film gallek gant Michel Bernheim e 1932.
Ur gelaouenn c'hallek zo bet anvet Panurge ivez ha meur a gontadenn a zindan pluenn Maupassant zo bet embannet enni.