Mont d’an endalc’had

Pāṇḍava

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pandava)
Brezel Kurukṣetra renet gant ar bPāṇḍava-ed a-eneb d'ar gKaurava-ed, e rann greiz ar Mahābhārata.

Er Mahābhārata, unan eus an daou zanevellgan meur India, e reer Pāṇḍava-ed eus ar pemp mab anavezet gant Pāṇḍu, bet ganet gant e ziv wreg Kuntī ha Mādrī, priñsez Mādra. Anvet int Yudhiṣṭhira, Bhīma, Arjuna, Nakula ha Sahadeva. O-femp a oa dimezet d'ar memes plac'h, Draupadī.

A-gevret e stourmas ar vreudeur gant berzh ouzh o c'hendirvi, ar gKaurava-ed, en ur brezel bras a zeuas da vezañ anavezet evel Brezel Kurukṣetra.

Ganedigezh ar bPāṇḍava-ed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet e vez ouzh ar bPāṇḍava-ed evel mibien Pāṇḍu dre ma'z int bugale d'e ziv bried. Diskouez a ra ar Mahābhārata ez int hanterzoueed avat, mibien d'ur vaouez ha d'un doue : ne voe engehentet hini ebet anezho gant Pāṇḍu. Pa oa nevez zimezet ha dishêr hemañ ez eas da chaseal, ha gloazañ a reas un askezour hag a villigas anezhañ : ma kousk gant e briedoù e varvo da goulz ar bliz. Kunti, e bried kentañ a implijas an donezon he doa bet, hag hi plac'hig yaouank c'hoazh, gant ur brahman : gallout a ra gervel forzh peseurt deva ha goulenn gantañ reiñ ur mab dezhi, ganet e vo diouzhtu. Gant ar c'hoant gouzout he doa implijet an donezon-se a-raok bezañ dimezet da bPāṇḍu hag engehentet he doa Karṇa. Kinnig a reas neuze da bPāṇḍu dibab o-daou piv a vefe an tadoù doueel :

  • gervel a reas Dharma, an Dever, hag engehentiñ a reas an henañ, Yudhiṣṭhira ar vertuz ;
  • gant Vayu, an Avel rust ha kreñv, e voe engehentet Bhīma ;
  • hag Indra, roue an doueed, a voe engehenter Arjuna, ar barfeted.

Mādrī, eil pried Pāṇḍu, a c'houlennas ar memes tra. Gant sikour Kunti e c'halvas an daou zoue gevel Aśvin hag a engehentas he gevelled Nakula ha Sahadeva.

Perzhioù ar bPāṇḍava-ed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar pemp Pāṇḍava e c'hoariva-skeud wayang kulit. A gleiz da zehoù : Bhīma, Arjuna, Yudhiṣṭhira, Nakula ha Sahadeva.

Pep Pāṇḍava en deus perzhioù dibar hag a zeu eus e engehenter evit darn :

  • Yudhiṣṭhira a zo reizh ha fur, met techet eo da c'hoari ;
  • Bhīma a zo brudet e lontegezh hag e nerzh korf, hag a zo brasoc'h c'hoazh eget e skiant ;
  • Arjuna a zo ur gwareger meur hag un hoaler a zo bet kelenner an dañs dezhañ gant apsarased lez Indra ;
  • Nakula ha Sahadeva a zo marc'heien ha klezeourien ampart.

Ur pried boutin o deus ar pemp breur : ar briñsez Draupadī, ha pep hini en deus priedoù dezhañ e-unan ouzhpenn. Arjuna, da skouer, en deus peder gwreg, Subhadrā ha Draupadī en o zouez.

Liamm gant ar Mabinogi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Mabinogi e kaver ur framm tost ouzh hini ar pemp Pāṇḍava : Dôn he deus bet pemp bugel lakaet dindan evezh o eontr Math.