Pampa (pobl)

Eus Wikipedia

Pampa, pe Pampas (el liester), eo an anv a zo bet roet gant an alouberien spagnol d'ar bobl a oa o chom e Pampa Arc'hantina, pe, resisoc'h, d'ar re a oa o chom e proviñsoù Buenos Aires, Córdoba, Santa Fe ha San Luis.

Kamp tehuelche

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un anv ketchwaek eo pampa pe bamba , ha talvezout a ra kement ha kompezenn pe gentoc'h, kompezenn etre daou venez. Ar Spagnoled a ziskenne eus menezioù an Andoù eo a roas an anv ketchua-se d'ar c'hompezennoù digoad bras-se a oa er vro ec'hon a zo deuet da vout Arc'hantina hag Uruguay hiziv. Ha dre astenn, kement hag ober, e voe roet an anv d'an henvroiz o chom enni. Evezh a ranker teurel memes tra ouzh ar ger, rak n'eo ket ketchwaeg a gomze ar pobloù-se. Ar "Pampa" kozh a gomze ur yezh makrek-panek, ha re an XIXvet kantved a rae gant ur yezh mapudungun, yezh ar v-Mapoutched.