Paleoantropologiezh
Ar baleoantropologiezh, pe henzenoniezh, zo ur rann eus an antropologiezh.
Plediñ a ra gant an dizoleiñ hag an dielfennañ aspadennoù karrekaet hag arkeologel a denn d'ar 15 milion a vloavezhioù diwezhañ.
Daou bal zo d'ar skiant-se:
- Studiañ neuzioù, dibarderioù hag emzalc'hioù hon hendadoù;
- Sevel an daksonomiezh, da lavaret eo plas an hominineed etrezo hag e-keñver ar marmouzien meur.
Aspadennoù studiet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiet e vez gant ar baleoantropologourien aspadennoù karrekaet hon diagentidi. Dre ma'c'h a buan da get ar gwiadoù blot ne chom eus an hominide koulz lâret nemet gwiadoù kalet: eskern ha dent. Gant ar roadoù-se e c'hell ar skiantourien dont a-benn da reiñ displegadennoù war an doare da fiñval, war diorroadur ar reoloù-boued, war ar c'hleñvedoù...
An diaesterioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An diaester brasañ en em gav ar baleoantropologourien gantañ eo an diouer a zanvez. Nebeut a eskern zo bet kavet e-keñver hirder ar prantad amzer studiet. Ouzhpenn da se e vezont alies a-strew ha distumm. Ral-kenañ eo ar c'horfoù-eskern adkavet en o fezh.
An diouer a ditouroù zo kaoz eus an displegadennoù disheñvel a vez kinniget e diorroadur mab-den.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Objets et méthodes en Paléoanthropologie, gant Olivier Dutour (...), embannet gant CTHS
- Le Collier de Néandertal, gant Juan Luis Arsuaga, embannet gant Odile Jacob