Paco Rabanne
Paco Rabanne, eus e anv leun Francisco Rabaneda Cuervo, bet ganet d'an 18 a viz C'hwevrer 1934 e Pasaia (Gipuzkoa, Bro-Vask) ha marvet d'an 3 a viz C'hwevrer 2023 e Porsal (Bro-Leon, Breizh), a oa ur c'hemener ha porfumer euskarat. Degaset e voe gantañ nevezinti da vat e metoù ar c'hiz er bloavezhioù 1960, ha brudet e oa e borfumoù ivez (35 bennak a voe ijinet gantañ). Brud en doa tapet ivez diwar ar bloavezhioù 1990 gant e ziouganoù ha danevell e vuhezioù kent.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhet e voe e dad gant ar frankoourien e-kerzh Brezel Spagn. Tec'hel kuit a reas e familh en tu all d'ar Pireneoù ha dont da Vreizh da glask repu, war atiz Tanguy Prigent, dreist-holl e kostez Montroulez, el lec'h ma lavar e komze brezhoneg a-raok gouzout galleg.
Kas a reas studioù tisavouriezh da benn met hep ober e vicher gant se. Bravigoù a reas da gentañ. E miz C'hwevrer 1966 e tiskouezas an dilhad kentañ savet gantañ, ma reas gant danvezioù divoas evel metal, paper ha plastik. Un eil giziaoueg a voe diskouezet d'an 21 a viz Ebrel 1966 gant saeoù-kouronkañ gwisket gant merc'hed ar "Crazy Horse Saloon".
E 1969 e roas lañs d'e borfum kentañ, « Calandre », e kenlabour gant Puig, un embregerezh katalan bras.
Etre 1990 ha 1998 e krouas dilhad merc'hed "prest da wiskañ" hag a rejont berzh, evel ar reizhoù gwelet evel oberennoù arz en o unan (bravigoù, tokoù, boteier). E 1993 ha 1996 e roas lañs da dou borfum all, « XS » ha « Paco ».
Paco Rabanne ha Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un ti en doa e Porsal ma winte ar Gwenn-ha-Du warnañ. Embann a rae bezañ Breton.