Ulaanbaatar
Ulaanbaatar (e mongoleg: Улаанбаатар pe ᠤᠯᠠᠭᠠᠨ ᠪᠠᠭᠠᠲᠤᠷ, distaget /ˈuːlɑːn ˈbɑːˌtɑr/, a dalv "An Haroz Ruz", skrivet gwezhall Ulan Bator) zo kêr-benn ha kêr vrasañ Mongolia. Enni ez eus ouzhpenn ur milion a dud o chom (2008).
Emañ Ulaanbaatar en hanternoz kreiz ar vro, war-dro 1310 metr a-us live ar mor, e traoñienn ar stêr Tuul. Ulaanbaat eo kêr vrasañ Mongolia ha kreizenn sevenadurel, greantel ha kenwerzhel ar vro. Gallout a reer mont betek enno eus pep korn ar vro dre an hentoù, ha liammet eo ivez ouzh Rusia ha Republik Pobl Sina war-bouez liennoù tren.
Savet e voe Ulaanbaatar e 1639, evel ur greizenn relijiel voudaek, gant manatioù, ha ne greskas da vat nemet en XXvet kantved pa teuas da vezañ ur gêr c'hreantel vras. Kalz a savadurioù savet d'ar mare-se zo warno liv an disavouriezh nevez-klasel a veze kavet en Unvaniezh Soviedel e-kreiz an XXvet kantved.
Unan eus ar savadurioù kaerañ a weler e kêr eo manati boudaek Gandantegchinlen Khiid.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Ulaanbaatar (e saozneg)